Post Scriptum (c'hoari video)
Neuz
Post Scriptum
| Tachenn | tenn kentañ-sell, tactical shooter |
|---|---|
| Diorroer | Periscope Games |
| Ti-embann | Offworld Industries |
| Savenn | Microsoft Windows |
| Deiziad embann | 9 Eos 2018 |
| Bro orin | Frañs |
| Dasparzher | Steam |
| Doare c'hoari | c'hoari video liesc'hoarier |
| Lusker grafik | Unreal Engine 4 |
| Diaz embann | pellgargañ niverel, embannadur niverel |
| Lec'hienn ofisiel | http://postscriptumgame.com/ |
| Dezverket dre | c'hoari dishual |
| A implij | Easy Anti-Cheat |
| Kenglotus gant | Linux |
Post Scriptum, gant an is-titl The bloody seventh ha Squad 44 evit an embannadur saoznek, zo ur c'hoari video FPS breton [1] sevenet gant Periscope Games hag embannet gant Offworld Industries. An istor a dremen e-pad an Eil Brezel-bed. D'ar 26 a viz Mae 2018 e voe digoret ul lodenn test eus ar c'hoari a badas betek ar 27 a viz Mae.
Ar sevenerien hag an embanner a laka war-raok ez eo gwir-tre an endroioù hag ar bed lec'h ma vez ar c'hoarier.
Doare ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar pezh a embann krouerien ar c'hoari e vo Post Scriptum ur c'hoari gant:
- Emgannoù gant 40 vs 40 liesc'hoarier
- Harzlammet e c'hell bezañ ar c'haorierien e-pad an emgann
- Unwiskoù istorel
- Kanolierezh ha bombezadennoù harp
- Karbedoù istorel, evel tizh an douribelloù, tefder an hobregon
- Kartennoù 1:1 hervez kartennoù istorel
- Armoù, karbedoù ha monumantoù istorel adsavet evel ma oant en gwirionez.
- Sevel bazennoù, sevel kreñvlec'hioù ha lec'hioù difenn
- Dezougen, dafari én da verañ etre ar c'hoarierien
- Dezougen kanolioù ha bolodù
- Mouezhioù evit eskemm etre ar c'hoarierien
- Ar c'hoarierien a c'hell choaz palioù an emgann er stumm “Sandbox”
- Ostilhoù evit sevel kartennoù pe modoù
- Steam Workshop.