Pont Toull ar Goûg
Pont Toull ar Goûg zo ur pont dreist al Loc'h, e kroashent kumunioù Plunered, Brec'h hag an Alre. Savet e oa bet e 1859-1860, evit an hent-houarn.
206 metr hed hag 8 metr led eo ar pont hag emañ 29 metr a-us ar stêr. Dek bolz-wareg a ya d'e ober. Savet e voe gant mein-pastur tennet eus ur vengleuz e-kichen milin Trealre, e Plunered, koulz hag eus mengleuzioù all en Ardeven hag e Lokoal-Mendon.
Strizh eo an draoñienn e "Toull ar Goûg" hag aesoc'h treuziñ ar stêr eta. Dre eno neuze e oa bet soñjet lakaat tremen an hent-houarn etre Gwened hag an Oriant, pa voe savet hennezh e-kreiz an XIXvet kantved. Unan eus an diaesterioù a voe ret d'ar saverien talañ outo eo al lanv hag a vez merzet e efed er stêr betek pont Trealre, pelloc'h c'hoazh en hanternoz, pa vez reverzhi vras. Graet e voe ur stankell gant douar ha mein da virout ouzh an dour a sevel ouzh treid ar pileroù.