Mont d’an endalc’had

Plötzensee (toull-bac'h)

Eus Wikipedia
Toull-bac'h Plötzensee hiziv an deiz

Toull-bac'h Plötzensee (alamaneg : Strafgefängnis Plötzensee) a oa un toull-bac'h savet detre 1869 ha 1879 e-kichen lenn Plötzensee, e karter Charlottenburg e Berlin. E-pad an Trede Reich (1933-1945) e voe lazhet 2 891 den ennañ. En o zouez izili Rote Kapelle, re Kelc'h Kreisau, enepnazied eus Tchekoslovakia ha tud a all a veze laaket da "enebourien ar Stad" gant lez-varn ar bobl (alamaneg : Volksgerichtshof).

Da vare an Impalaeriezh alaman ha Republik Weimar (1890-1932) e voe dibennet 36 den en toull-bac'h. An holl anezho a oa muntrerien. Da vare an Nazied e voe lazhet 2 891 den en toull-bac'h. An hanter anezho a oa Alamaned, bet bac'het ha kondaonet d'ar marv peogwir e oant enepnazi. Bez e voe ivez 677 prizoniad eus Tchekoslovakia, 253 eus Polonia ha 245 eus Bro-C'hall. An dud-se a oa stourmerien enepnazi pe tud bet kaset da Alamagn da labourat dre ret.

Monumant koun

D'ar 14 a viz Gwengolo 1952 e voe savet ur monumant da enoriñ an dud bet lazhet (krouget pe dibennet e veze ar brizonidi) e toull-bac'h Plötzensee.

Goude an Eil Brezel-bed ha betek 1987 e voe implijet toull-bac'h Plötzensee da vac'hañ tud yaouank etre 14 hag 20 vloaz. Ur wech kaset an dud yaouank-se d'un toull-bac'h all (Jugendstrafanstalt Berlin e Friedrich-Olbricht-Damm)e teuas da vezañ un toull-bac'h ma oa tu da vac'hañ betek 577 den[1].

Tud brudet bet lazhet e toull-bac'h Plötzensee

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brigitte Oleschinski: Gedenkstätte Plötzensee. Berlin: Gedenkstätte Dt. Widerstand, 1997 (3. Auflage), ISBN 3926082054

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.