Mont d’an endalc’had

Pieter Pauwel Rubens

Eus Wikipedia
Pieter Pauwel Rubens
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIzelvroioù spagnol Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPeter Paul Rubens Kemmañ
Anv-bihanPeter, Paul Kemmañ
Anv-familhRubens Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Mez 1577 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSiegen Kemmañ
Deiziad ar marv30 Mae 1640 Kemmañ
Lec'h ar marvAntwerpen Kemmañ
Abeg ar marvheart failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhSt. James' Church, Antwerp Kemmañ
TadJan Rubens Kemmañ
MammMaria Pypelinckx Kemmañ
Breur pe c'hoarChristine von Dietz, Philip Rubens Kemmañ
PriedIsabella Brant, Hélène Fourment Kemmañ
BugelAlbert Rubens, Nicolaas Rubens, Lord of Rameyen, Peter Paul Rubens III, Claire Rubens Kemmañ
FamilhRubens family Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetnederlandeg, alamaneg, italianeg, spagnoleg Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
ImplijerAlbrecht Aostria, Vincenzo Iañ Gonzaga, Maria de' Medici Kemmañ
KargLivour-al-lez, Livour-al-lez Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Cambridge, Old University of Leuven Kemmañ
Bet studier daTobias Verhaecht, Adam van Noort, Otto van Veen Kemmañ
Lec'h annezSiegen, Köln, Roma, Antwerpen Kemmañ
Floruit16. century Kemmañ
Statud sokialnobl Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
LuskadFlemish Baroque painting, Baroque Kemmañ
Ezel eusAntwerp Guild of Saint Luke Kemmañ
Perc'henn warSaint George and the Dragon, Elewijt Castle, Rubenshuis Kemmañ
Levezonet gantPaolo Veronese, Pieter Brueghel gozh Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://wiki.zeitraum-siegen.de/menschen/peter_paul_rubens_1577-1640, https://kmska.be/nl/collectie/peter-paul-rubens, http://www.rheinische-geschichte.lvr.de/Persoenlichkeiten/peter-paul-rubens/DE-2086/lido/57cd23a05df528.23093631, https://barokinvlaanderen.vlaamsekunstcollectie.be/nl/kunstenaar/peter-paul-rubens Kemmañ
Deskrivet drePeter Paul Rubens Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library Kemmañ
Critical catalogueAlle tot nu toe bekende schilderijen van Rubens (Vol. 1), Alle tot nu toe bekende schilderijen van Rubens (Vol. 2), Corpus Rubenianum Ludwig Burchard Kemmañ
Peter Paul Rubens gant Isabella Brant
Alte Pinakothek, München
Deskadurezh Maria Medicis
1621-1625, Palez Luksembourg, Pariz

Pieter Pauwel Rubens (distaget [ˈrybə(n)s] e nederlandeg), hag a zo anavezet ivez evel Peter Paul, Pierre Paul, Petrus Paulus, Pedro Paulo, Pietro Paulo, a oa ganet d'an 28 a viz Mezheven 1577, deiz gouel an Ebestel Pêr ha Paol, e Siegen e Westfalia, hag a varvas d'an 30 a viz Mae 1640 en Antwerpen, a oa ul livour flamank barok.

Siegen a oa en Impalaeriezh santel roman ha german, ha 300 km eus Antwerpen. E dad, Jan Rubens (1530-1587), a oa un alvokad protestant mat ar stal gantañ, hag e vamm, Maria Pypelinckx (1537-1608), o devoa kuitaet Antwerpen (en Izelvroioù spagnol) evit tec'hel rak an heskinadur relijiel. E 1589, daou vloaz war-lerc'h marv e dad, e tistroas Rubens hag e vamm da Antwerpen, ma voe badezet hervez al liderezh katolik.

En Antwerpen e voe lakaet gant e vamm da studiañ al liverezh eus 1589 betek1598 gant livourien veur eus an amzer. Aliet e voe ganto da vont da Italia eus 1600 da 1608 da studiañ arz an Azginivelezh italian. Bet e voe o chom e Genova, Mantova, Venezia ha Roma ma veze oc'h eilivañ oberennoù Raffaello, Caravaggio, ha Tizian dreist-holl, abalamour d'an diroll a livioù gantañ.

Ouzhpenn flandrezeg e ouie alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg ha latin.

Eus 1609 da 1626 e voe dimezet da Isabella Brandt, ha 3 bugel o doe : Clara Serena, Albert ha Nikolas.

Goude e timezas da Hélène Fourment e 1630, ha genel a rejont: Clara Johanna, François, Hélène ha Pierre Paul.

Eus 1609 da 1621 e voe livour ofisiel lez Alberzh hag Isabela, adroueed an Izelvroioù spagnol, hini lez an Infanta Isabella eus 1621 betek 1633, eus lez ar c'hardinal infant Ferdinand eus 1636 betek 1640.

E 1624 e voe noplaet gant roue Spagn, Fulup IV, hag anvet da varc'heg gant ar roue saoz Charlez Kentañ, d'e drugarekaat eus e labour diplomat evitkas da benn ar feur-emglev etre Spagn ha Saoz.

Roet e voe dezhañ da livañ terest ti ar banvezioù e Palez Whitehall e Bro-Saoz. Met ar brasañ labour roet dezhañ a voe an 60 livadur evit an Torre de la Parada, pavilion-chase ar roue spagnol Fulup IV (Metamorfozoù Ovidius).

Evel kalz livourien veur en deus bet Rubens darbarerien pe skoazellerien e-leizh.

  • War-dro 1616 : Penn ur bugel (hini Clara Serena, a greder, merc'h henañ an arzour), eoullivadur war lien, lakaet ouzh un daolenn goad, 33 x 26,3 cm ; Vaduz, Liechtensteinische Staatliche Kunstsammlung.
  • War-dro 1627-1628 : Ar Werc'hez hag he mabig gant sent war o zro, eoullivadur war goad, 80,2 x 55,5 cm ; Berlin, Staatliche Museen, Gemäldegalerie.
  • 1629-1630 : Alegorienn war bennozhioù ar peoc'h, eoullivadur war lien, 203,5 x 298 cm ; Londrez, National Gallery.
  • 1635-1636 : Barnadenn Paris, eoullivadur war lien, 144 x 190cm, Londrez, National Gallery.
  • War-dro 1639 : Emboltred, eoullivadur war lien, 109,5 x 85 cm ; Wien, Kunsthistorisches Museum.
  • 2006-2007 : An diskenn diwar ar groaz, 4,25 x 2,95 m, Lille, Musée des Beaux-Arts.
  • War-dro 1617 : Frankiz ar merc'hed

Taolennoù relijiel pe awenet gant ar Bibl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Testamant kozh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Testamant nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer Hellaz ha Roma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eilerien gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livañ loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livañ maezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Abraham van Diepenbeck (1599-1675)

Rubens a lakaas engravourien a-leizh da voullañ e oberennoù. Anavezet eo ar re-mañ dreist-holl :

  • Christoffel Jegher
  • Willem Swanenburg
  • Jacob Matham
  • Soutman
  • Paul Dupont (Pontius)
  • Witdoeck
  • Marinas
  • Boetius Adam Bolswert (Bolsward, 1580 - Anvers, 1633)
  • Schelte Bolswert(Bolsward, ~1586 - Anvers, 1659)

Levrioù diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • La Gloire de Rubens, de Philippe Muray, Grasset, 1991
  • Rubens, Correspondance, Paris, 2006
  • Rubens, de Charles Scribner III, Le Cercle d'art, 1993
  • Rubens, sa vie, ses œuvres, Max Rooses, Flammarion, non daté début XXème.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]