Pierre Vidal-Naquet
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ganet eo bet Pierre Vidal-Naquet, d'an 23 a viz Gouere 1930 e Pariz ha marvet d'an 29 a viz Gouere 2006 e Nisa. Un istorour gall e oa, arbennikaet war istor an Henc'hres.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Mezheven 1944 eo dispellet e dud e Auschwitz e-lec'h ma varvont. Stagañ a ra da studial an Istor, betek dont da vezañ doktor war al lizhiri ha skolveurieg war an Istor. Gouestlet en deus e c'hlaskadennoù istorel da C'hres en henamzer, tommañ dachenn e galon, da Istor an Eil Brezel Bed (Shoah) ha d'an Istor a-vremañ, evel istor Brezel Aljeria.
Ur stourmer eo bet ivez, o tifenn Gwirioù Mab-den a bep tu, o vezañ a-enep da C'houarnamant ar Goronaled e Gres, d'ar Boureviañ en Aljeria. E-mesk ar re gentañ eo bet ivez evit diharpañ falsarguzennoù ar re a nac'h gwirionded ar Shoah hag ar c'hambreier-lazhañ dre gaz. (nac'houriezh ?).
Asambles gant Michel Foucault ha Jean-Marie Domenach e sav a-du gant manifesto ar Strollad kelaouiñ war an toulloù-bac'h d'an 8 a viz C'hwevrer 1971. Emezeliñ a ra ouzh poellgor-paeroniañ Kenurzhiadur gall evit an Dekvloaziad sevenadur ar peoc'h hag an difeulster.
Bet eo kelenner ha rener-studiñ e Skol Studioù-uhel Skiantoù Mab-den (EHESS).
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar-benn Gres
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Grèce ancienne - Du mythe à la raison, gant Jean-Pierre Vernant, Le Seuil, dastumadenn Points, 1990
- La Grèce ancienne - L'espace et le temps, gant Jean-Pierre Vernant, Le Seuil, dastumadenn Points, 1991
- La Grèce ancienne - Rites de passage et transgressions, gant Jean-Pierre Vernant, Le Seuil, dastumadenn Points, 1992
- Mythe et tragédie en Grèce ancienne, gant Jean-Pierre Vernant, La Découverte, 2000
- Les Grecs, les historiens et la démocratie, La Découverte, 2000
- Œdipe et ses mythes, avec Jean-Pierre Vernant, Complexe, 2001
- La démocratie grecque vue d'ailleurs, Flammarion, dastumadenn Champs, 2001
- Le chasseur noir - Formes de pensées et formes de société dans le monde grec, La Découverte, 1991
- Le miroir brisé : tragédie athénienne et politique, Les Belles Lettres, 2002 (emb. nevez)
- Travail et esclavage en Grèce ancienne, gant Jean-Pierre Vernant, Complexe, 2002
- Le monde d'Homère, Perrin, 2002
- Fragments sur l'art antique, Agnès Viénot, 2002
- L'Atlantide. Petite histoire d'un mythe platonicien, Les Belles Lettres, 2005 ; ISBN 2-251-38071-X.
Diwar-benn Aljeria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L'Affaire Audin, 1957-1978, éditions de Minuit, 1989 [Emb. nevez kresket]
- La torture dans la République : essai d'histoire et de politique contemporaine, 1954-1962, Minuit, 1998 [Admoulladur]
- Les crimes de l'armée française Algérie 1954-1962, La Découverte, 2001 [Rakskrid gant an aozer]
- La Raison d'État. Testennoù embannet gant Poellgor Audin, La Découverte, 2002 (Emb. nevez al levr bet emb. e 1962 e ti Editions de Minuit)
Ar Yuzevien, o diouennadeg hag an nac'houriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les Assassins de la mémoire, Le Seuil, 1995
- Les Juifs, la mémoire et le présent, Le Seuil, 1995
- La solution finale dans l'histoire, gant Arno Mayer, La Découverte, 2002
Diar-benn Jean Moulin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le trait empoisonné, La Découverte, 1993
Envorennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mémoires t.1 - La brisure et l'attente, 1930-1955, Le Seuil, 1998
- Mémoires t.2 - Le trouble et la lumière, 1955-1998, Le Seuil, 1998
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- De Faurisson et de Chomsky 21/11/1980
Pennadoù-kaoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « La vérité de l’indicatif », pennad-kaoz gant Pierre Vidal-Naquet, Vacarme, niv. 17, Diskaramzer 2001.