Mont d’an endalc’had

Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec

Eus Wikipedia
En argant, e vlourdilizenn en sabel, leinet gant ur gaouan ivez en sabel, krabanet ha pigoset en gul

Pierre Joseph Jean de Coêtanlem de Rostiviec, ganet e 1749 e Sant-Martin-war-ar-Maez ha marvet e 1827, a oa un denjentil breizhat. Pa n'em sante en e vleud o welout ar reveulzioù a yae gant an Dispac'h gall e chomas sioul en e vaner e Trogriffon e-barzh kumun Henvig. Aze e talc'has da adskrivañ ha da glokaat geriadur Loeiz ar Pelleter.

Ul labour ramzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1790 betek 1820 e savas ur dornskrid geriadur bras, 8 834 pajenn ennañ, kalz brasoc'h eget en doa soñjet. Klask a reas gerdarzh pep ar gerioù a skrive war kartennoù dizimplij (difennet e oa er mare-se c'hoari gant kartennoù poltredoù hag anvioù ar roueed warno).
Un den gouiziek-tre e oa Pierre de Coëtanlem hag eo diskouezet mat gant ouzhpennadurioù da geriadur ar Pelleter. Dindan ar pennadoù eilet diwar Loeiz ar Pelleter e skrive ur R. evit ouzhpennañ e remerkoù : gerdarzhioù gant gwriziennoù latin ha gresianek, kustumoù, kredennoù, ar vuhez er maez, ar vitologiezh geltiek, an istor hag an douaroniezh.
Lakaat a reas an eizh levrenn da vezañ keinet, an hini diwezhañ e 1820. N'en doa intent ebet lakaat anezhañ da vezañ moullet.
Chom a reas an oberenn e maner Trogriffon ha kollet en ur c'horn bennak. Pa oe graet labourioù adneveziñ ar maner e adteuas war wel al levrioù kozh hag e oa kaoz eus o lakas en tan. Ar person a c'houlennas ma vijent profet dezhañ ha pelloc'h e roas anezho d'ur familh kreiz Breizh.

Addizoloadenn ha niverelañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2002 e c'houlennas an den e oa deuet an oberenn en e gerz ma vije prenet gant ar Greizenn an Enklaskoù hag ar Studioù breizhek ha keltiek e Brest. Gant yalc'hadoù Rannvro Breizh, Ti-kêr Brest ha Ministrerezh ar Sevenadur e oe posupl hen ober.
Divizet eo bet gant ar Greizenn Enklask lakaat an dornskrid kozh da vezañ niverelet ha kaset en linenn. Div levrenn a zo bet lakaet enlinenn e derou 2008. Reoù all a vo niverelet e-doug ar bloaz.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War servijer "Hermine" meret gant an EPCC Levr ha Lenn emañ levrioù geriadur Coëtanlem : Bountit amañ ha goude war war "enklask teulioù".