Pierre Batany
Pierre Batany, "Pêr Batani", "Kloareg ar Veuzid" (Douarnenez, 22 a viz Gouere 1888 - Kemper, 23 a viz Eost 1955) a oa ur beleg gwerinoniour breizhat hag a studias oberenn Fañch an Uhel.
Goude e studioù e skolaj Lesneven ez eas da skol-veur Angers ma stourmas gant La Nation Bretonne, a oa kevredigezh ar studierion vrezhon eno.
Goude bout bet beleget e 1914 e kelennas brezhoneg e skolaj Lesneven, hag e-touez e skolidi e voe Frañsez Falc'hun ha Jakez Dourmab (anavezet ivez evel An Tad Medar).
E 1924 e c'hounezas an arnodenn a ouiziegezh keltiek, e galleg, gant ur studiadenn a-zivout Istor Breudoù Breizh. E 1938 e voe anvet da aluzener e skol Sant-Loeiz e Kastellin. Diwezhatoc'h, e 1941, e voe doktor e skol-veur Roazhon gant un dezenn, e galleg c'hoazh, anvet F. M. Luzel, poète et folkloriste. Adalek 1947 betek e varv e 1955 e voe person ha chaloni parrez Sant-Vazhe e Kemper.
Unan eus tud ouiziekañ hon amzer eo bet Pierre Batany. Ouzhpenn e studi eus oberenn Fañch an Uhel en deus embannet pennadoù all diwar-benn al lennegezh dre gomz, gant al lesanv Kloareg ar Veuzid, ha studiet en deus ivez labour dastum an itron de Saint-Prix. Gant abati Sant-Gwenole Landevenneg e voe prenet e levraoueg veur.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1941 : Luzel, poète et folkloriste breton, 1821-1895, impr. de M. Simon
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lukian RAOUL : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 26-a (ISBN 978-2-7368-0034-5)