Mont d’an endalc’had

Filomena Kadored

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Philomène Cadoret)
Filomena Kadored
Filomena Kadored
Anv ofisiel Philomène Cadoret
Anv pluenn Koulmig Arvor, Bugel ar Werc'hez
Obererezh Romantourez, barzhez
Ganedigezh 24 a viz Gouere 1892
Bonen
Marv 4 a viz Meurzh 1923
Rostrenenn
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
  • Mouez Meneou Kerne (1912)
  • Bleuniou ar Garantez

Filomena Kadored, Philomène Cadoret en ti-kêr, a oa ur varzhez hag ur romantourez vrezhonek, ha kemenerez diouzh he micher. Ganet e oa bet e Bonen d'ar 24 a viz Gouere 1892 ha marvet e Rostrenenn d'ar 4 a viz Meurzh 1923.

Ganet e oa bet en ur familh kemenerien tre kichen Rostrenenn. Brav e teuas ganti ar santifikad d'an oad a zaouzek vloaz. Chom a reas er gêr evit deskiñ ar vicher gwriat. Er c'hatekiz he doa desket lenn ha skrivañ brezhoneg.

E 1909, hag hi oadet a 17 vloaz, e pakas ar priz kentañ e kenstrivadeg Kevredigezh Vroadel Breizh (Union Régionaliste Bretonne, URB), hag un diplom er bloaz war-lerc'h, eil Priz ar varzhoniezh er Bleun Brug e 1911, hag adarre ar priz kentañ gant an URB e 1912.

Kenlabourat a reas gant ar c'helaouennoù Kroaz ar Vretoned hag Arvorig dreist-holl, met brudet-kaer e voe gant he levr Mouez Meneou Kerne deuet er-maez e 1912, bloavezh hec'h ugent vloaz.

Pa darzhas ar Brezel-bed kentañ e 1914 n'edo mui en he bleud da skrivañ. Dimeziñ a reas da Joseph Le Velly (1887-1919) eus Groñvel, he filhor brezel, pa zistroas hennezh eus an talbenn goude bout bet gwall c'hloazet e 1915 ; e 1919 e varvas ar soudard diwar e c'hloazadenn. O merc'h Tereza a voe ganet daou viz goude marv he zad.

Gant an drouk-skevent ez eas Filomena Kadored da Anaon e 1923. Daouzek devezh war-lerc'h e varvas he merc'h d'he zro.

Ur varzhez dispar e oa Filomena Kadored, awenet gant ar garantez evit he bro, he yezh hag e relijion gristen[1] — an teir elfenn-se o vezañ stag-start an eil re ouzh ar re all.

Un gonterez eus an dibab e oa ivez, leun a fent evel m'en diskouez troioù-kamm Yan ar Burzudou (1912) hag ar pezh-c'hoari An heritourez (1912 ivez).

Yezh Kerne-Uhel e oa he brezhoneg bev ha pinvidik, hogen ne oa ket estren d'he amezien : gwenedeg ha kerneveg a lenner gant plijadur vras en he Disput etre ar Gwenedour hag ar C’hernevad (1912 c'hoazh).

Siwazh ! Garv eo bet he doue daoust d'he fedennoù c'hwek, pa voe sammet ar gemenerez gant an Ankoù en he 31vet bloavezh ; ur c'holl bras-meurbet evit al lennegezh vrezhonek e voe ar gwalldaol-se.

Barzhonegoù ha kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1911 : Drouizez an Arvorik, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1912 : Mouez Meneou Kerne, levr 45 oberenn ennañ, MontroulezTrouz ar meziou, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1913 : Trouz ar meziou, en ArvorigBloavez mat, e Kroaz ar VretonedDêrou mad ar Mabig Jezuz, en ArvorigSon an neerez, e Kroaz ar VretonedSôn ar Pôtr Saout, en ArvorigAr flouren, e Kroaz ar VretonedAr falc’herien, en Arvorig[2] • 'Son ar vatez vihan, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1914 : Ma zelen, e Kroaz ar VretonedBluennig a genganv, e Kroaz ar VretonedMa biniou !, en ArvorigKlemmou an divroet, e Kroaz ar VretonedSon ar voualc’hig, en ArvorigPaour kêz Yannig, e Kroaz ar VretonedDa zoudarded Breiz, e Kroaz ar VretonedTolen eured, en ArvorigD’ar Mabig Jezuz (Noz Nedeleg 1914), e Kroaz ar Vretoned.
  • 1915 : *War ar plouz (e koun noz Nedeleg), e Kroaz ar VretonedHunvre Gwilherm, e Kroaz ar VretonedLizer soudard ha Respont Anna, e Kroaz ar VretonedAr bizou brezel, e Kroaz ar VretonedBugale Breiz !, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1916 : Kimiad, e Kroaz ar VretonedDa « Dereza ar Mabig Jezuz » bokedig a zoujans !, e Kroaz ar VretonedHunvre ar barz, e Kroaz ar VretonedDevez a spi, e Kroaz ar VretonedDre ar zerr-noz, e Kroaz ar VretonedSoudard Breiz, e Kroaz ar VretonedKousk, Mabig Jezuz !, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1917 : Klemmou ar prizoniet, e Kroaz ar VretonedPeden Boneniz d’ho Fatronez Itron Varia ar Porzou, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1919 : Luskellerez, e Kroaz ar Vretoned
  • 1927 (dalif) : Eun dennadeg pato, e Breiz niverenn 1.

Danevelloù, kontadennoù, pennadoù ha c’hoariva

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1910 : Endro d’eur gazeten, e Kroaz ar VretonedAr barz prodig, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1911 : Pardon ma farouz, e Kroaz ar VretonedGoude ar gouel, e Kroaz ar VretonedBec’h d’ar zoniou brezonek, e Kroaz ar Vretoned
  • 1912 : Yan ar Burzudou, e Kroaz ar Vretoned[3]An heritourez – Pez c’hoari en eun arvest evit merc’hed, e Kroaz ar Vretoned]E c’hell bezan tud ken fall war an douar ! , e Kroaz ar Vretoned]Pardon sant Klaud, e Kroaz ar VretonedPardon Itron-Varia Wir-Zikour, Gwengamp, e Kroaz ar VretonedBarikennad arc’hant ar Poull-Lestrek, e Kroaz ar VretonedJob ar Spontik, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1913 : Lilien ar c’halvar, e Kroaz ar VretonedKovezion Erwanig, en ArvorigFoar-Bod, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1913-1914 : Bleuniou a garante, e Kroaz ar Vretoned[4].
  • 1914 : Yun ar c’hemener, e Kroaz ar VretonedAn diou vamm-goz, e Kroaz ar VretonedBagig an anaon, e Kroaz ar VretonedEur boked bleun-brug, e Kroaz ar Vretoned.
  • 1916 : An daou gristen, e Kroaz ar Vretoned.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (br) (fr) Cadoret, Claude Aimé-Marie. Héritage, 1916-1918 : Marie-Philomène Cadoret. Molan : Les Éditions de la Com'Édit • L'encre de Bretagne
  • (br) Favereau, Francis. Lennegezh ar brezhoneg en XXved kantved. Montroulez : Skol Vreizh, 2002, pp 95-109 (ISBN 2-911447-56-5)
  • (br) (fr) Simon, Michel. Filomena Cadoret, une voix oubliée'. Karaez : Centre génalogique et historique du Poher, 2021 • Dastum
  • (br) (fr) Simon, Michel. Filomena Cadoret, une plume passionnée, 2021 • Dastum
  • Raoul,Lukian. Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien. Brest: Al Liamm, 1992, p. 51 (ISBN 2-7368-0034-6)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


  1. Div ganaouenn gant F. Kadored o deus bet un imprimatur digant eskopti Sant-Brieg : Itron Varia ar Porjou hag Itron Varia Gaoudin, o-div en teskad Mouez Meneou Kerne.
  2. Adembannet e 1927 e niverenn 9 Breiz Nnn 9, 1927 • En-linenn @ Archives départementales des Côtes d'Armor. Kavet : 25 Du 2024.
  3. Adembannet e Gwalarn niverenn 63, C’hwevrer 1934
  4. Adbembannet e Gwalarn, niverenn 59, Here 1933.