Pax Dei

Eus Wikipedia


Pax Dei zo ur c'hoari enlinenn liesc'hoarier doare MMORPG da vezañ embannet e 2024. Hervez ar studio sevener Mainframe Industries, ar c'hoari a vo unan hep tudenn denel renet gant an urzhiataer, an holl dudennoù a vo c'hoarierien gwirion.

Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lodenn eus ar gartenn a vo douaroù evit stourmadennoù etre c'hoarierien, padal, ar peurrest eus ar gartenn na vo nemet ur c'hoarier a-enep an endro. Betek 7000 c'hoarier a vefe tu da gaout o c'hoari asambles war ar memes kartenn[1].

Arc'hantaouiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ holl e oa bet rastellet 8,3 milion a zollaroù gant Maki.vc, Play Ventures, Sisu Game Ventures, and Crowberry[2]. Un eil tro arc'hantaouiñ a zo bet ha rastellet ez eus bet 20.3 milion a zollaroù ar wech-se. Kengrouer Twitch Kevin Lin, kengrouer ha rener King's Riccardo Zacconi, Krouer ha penn Huuuge Games Anton Gauffin a zo e-touez ar bosterien arc'hant.

Choaz a zo bet graet da gaout ur goumanantiñ viziek, hep stal enlinenn da werzhañ objedoù niverennel.

Micherioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Micherioù disheñvel a vo da gaout. Marc'heien, kenwerzhourien, chaseourien, artizaned... Ar pal e vo lakaat sevel kêrioù evel ma oant er Grennamzer gant an danvez c'hoarierien.

Tisaverezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a raio pep c'hoarier sevel un ti betek ur c'hastell. Ar redi e vo deskiñ doareoù sevel an dafar ret gant ar c'hoarier a-raok kregiñ ganti. Gellet a raio ar c'hoarier sevel lodennoù tiez evit c'hoarierien all ma n'emañ ket ganto ar ouiziegezh ret.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]