Twitch.tv

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo Twitch

Twitch zo ur savenn embann filmigoù live perc'hennet gant Twitch Interactive, un is-skourr da Amazon. Krouet evel un ouzhpennadur d'ar savenn filmigoù live, Justin.tv, e miz Even 2001. Pal al lec'hienn a zo kinnig videoioù : krogadoù eSport, gant abadennoù sonerezh, kentelioù, krogadoù c'hoarioù elektronek. Nebeut amzer 'zo ez eo kroget skignerezh "buhez gwirion". Ul lodenn eus an dafar kinniget a c'hell bezañ gwelet doare video on demand.

Twitch.tv booth e-pad PAX West 2018.

Brudet mat eo al lec'hienn, e miz Here 2013, al lec'hienn internet en devoa 45 milion arvester, hag e miz C'hwevrer 2014,e oa gwelet evel ar pevare mammenn evit ar stoufoù eskemm war internet er Stadoù-Unanet Amerika.

E 2015, Twitch en devoa muioc'h evit 1,5 milion embanner ha 100 milion arvester bep miz. Trede trimiziad 2017, Twitch a chome ar savenn diazez evit skignañ videoioù live a-fed c'hoarioù video dreist-holl er Stadoù-Unanet Amerika, ha kreñvoc'h e oa evit servij c'hoarioù video YouTube.

E miz Mae 2018, e oa 2,2 milion embanner videoioù bep miz ha 15 milion implijer overiant bemdez. En holl ez eus ouzhpenn 27 000 chadenn skignañ Twitch.