Video diwar c’houlenn
Neuz
(Adkaset eus Video on demand)
Video on demand berraet e VOD, e brezhoneg Video diwar c’houlenn a vez graet eus un doare embann ur media o reiñ an tu d'un implijer da welet ur filmig, selaou un oberenn aodio, abadennoù skinwel pe filmoù hep bezañ rediet da c'hortoz ul lajad amzer resis hervez eurvezhioù skignañ. En XXvet kantved, an doare skignañ eeun e oa an hini implijetañ. Gant internet o tont war-wel, ar guzumerien a oa krog da vont etrezek doareoù skignañ disheñvel evel ar video diwar c’houlenn war ar skinweloù hag ar poellgomzoù hag an urzhiataerezhioù personel.