Pavol Jozef Šafárik
Pavol Jozef Šafárik[1] (13 a viz Mae 1795 - 26 a viz Mezheven 1861) a oa ur yezhour, prederour, istorour ha barzh slovak.
Gant Josef Dobrovský ha Jernej Kopitar e voe Pavol Jozef Šafárik unan eus diazezerien ar studioù slavek modern. Evel e genvroad Ján Kollár e kemeras perzh, a-zevri, en adsav ar sevenadur slovakek hag en emsav hollslavek.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e Kobeliarovo, e rannvro Košice, e reter Slovakia. Mont a reas d'ar skol e Rožňava, etre 1805 ha 1808, hag eno e teskas latin, alamaneg hag hungareg. Kernderc'hel a reas e studioù e Dobšiná hag e lise Kežmarok. Eno e tarempredas tud yaouank eus Polonia, Serbia hag Ukraina. E studioù uhel a gasas e skol-veur Jena, en Alamagn, adalek 1815. Eno, goude Brezelioù Napoleon, e oa un avel a frankiz o c'hwezhañ e-touez ar gelennerien hag ar studierien. Mont a rae Šafárik da gentelioù istor, yezhoniezh, prederouriezh ha skiantoù an natur. E-pad e amzer eno e troas e tchekeg skridoù henc'hreskianek, latin pe alamanek, evel Ar c'houmoul gant Aristofanes, pe Maria Stuart gant Schiller. Kuitaat a reas skol-veur Jena, ne ouier ket mat perak, marteze dre ziouer a arc'hant. E 1817 en em lakaas da labourat evel kelenner-ti evit ur familh bourc'hizien eus Bratislava.
E 1818 e embannas Pavol Jozef Šafárik, gant František Palacký, ur studiadenn war al lennegezh, skrivet e tchekeg (Počátkové českého básnictví obzvláště prozodie), un oberenn awenet gant ar romantelezh ha gant ar vrogarantez, disheñvel-mat diouzh klaselezh ar rummadoù kent.
Eus 1819 da 1833 e voe kelenner, ha rener, en ul lise e Novi Sad e Serbia. D'ar mare-se ivez e voe kinniget dezhañ, e 1830, krouiñ ul levraoueg slavek e Sant-Petersbourg, gant daou yezhour all, Václav Hanka et František Ladislav Čelakovský. E Novi Sad e studias al lennegezh serbek. Pa oa eno ivez e timezas, d'ar 17 a viz Mezheven 1822, gant Júlia Ambrózy, ur plac'h yaouank eus ur familh en he aez hag a ouie komz serbeg, slovakeg, tchekeg ha rusianeg, hag a sikouras anezhañ kalz en e studioù.
E 1833 en em stalias e Praha hag e 1841 e voe anvet da virour e levraoueg skol-veur Praha. Kenlabourat a rae ivez gant kevredigezhioù gouiziek eus Varsovia, Berlin, Aostria... E 1848 e voe anvet da gelenner yezhoniezh slavek e skol-veur Praha, met e zilez a roas kerkent ha 1849 ha chom a reas e penn al levraoueg hepken. En torkad pennadoù Hlasowé o potřebě jednoty spisowného jazyka pro Čechy, Morawany a Slowáky, embannet gant Ján Kollár e 1846, e savas Šafárik a-enep tezenn Ľudovít Štúr hag a ginnige ur yezh skrivet nevez evit ar slovakeg. Šafárik a selle ouzh Slovakiz evel ur bobl disheñvel diouzh o amezeien, hogen sevel a rae a-du gant ur yezh lennegel a vefe bet un doare tchekeg slovakaet.
Mervel a reas e Praha e 1861.
E 1959 e voe krouet Skol-veur Pavol Jozef Šafárik, anvet evel-se en enor dezhañ, e Košice.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Počátkové českého básnictví, obzvláště prozodie (1818, Pressburg), asambles gant František Palacký
- Geschichte der slawischen Sprache und Literatur nach allen Mundarten (1826, Pest),
- Serbische Lesekörner oder historisch-kritische Beleuchtung der serbischen Mundart (1833, Pest)
- Slovanské starožitnosti(1837 + 1865, Praha)
- Slovanský národopis (1842- 2 embannadur, Praha)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pavol Jozef Šafárik hervez ar slovakeg ; Pavel Josef Šafařík hervez an tchekeg ; Paul Joseph Schaffarik hervez an alamaneg