Mont d’an endalc’had

Ján Kollár

Eus Wikipedia
Ján Kollár

Ján Kollár (29 a viz Gouere 1793 - 24 a viz Genver 1852) a oa ur skrivagner, barzh, arkeologour ha politikour slovak hag a gemeras ur perzh bras en emsav hollslavek.

Ganet e voe e Mošovce ha mont a reas da lise luterat Pressburg (Bratislava bremañ). E 1817 ez eas da Skol-veur Jena. Gouzout a reer e oa bet o kemer perzh er Wartburgfest (18 a viz Here 1817). Moarvat e oa bet levezonet gant ar vodadeg studierien alaman-se, ma voe goulennet ur stad vroadel evit Alamagn hag ur vonreizh hag a rofe kalz a frankiz d’an dud. Evel-se moarvat e voe heñchet war-zu an hollslavegezh. Beleget e voe ha mont a reas da b-Pest da labourat evel pastor luterat a-raok mont da gelenn, adalek 1849, e skol-veur Vienna, en Aostria, gant ur post kelenner arkeologiezh. Meur a wech e voe kuzulier gouarnamant Impalaeriezh Aostria evit ar pezh a denne da aferioù ar Slovaked.

Mont a reas e-barzh an emsav broadel slovak, pa oa en e zeroù. Met kavout a rae dezhañ ne rae an Tcheked hag ar Slovaked nemet ur bobl, hag a gomze meur a rannyezh, hini Bohemia, hini Moravia hag hini Slovakia. E tchekeg e skrive eta ha disteurel a rae strivoù ar vrogarourien slovak a glaske sevel ur slovakeg distag.

Evitañ e oa peder yezh slavek standard : ar rusianeg, ar poloneg, an tchek-ha-slovakeg hag ar serb-ha-kroateg.

Oberennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Slávy dcera (Merc’h Slava, barzhoniezh, 1824)
  • O literárnej vzájemnosti mezi kmeny a nářečími slávskými (Eus ar c’heneskemmoù lennegel etre ar pobloù hag ar yezhoù slavek, 1836)
  • Paměti z mladších let života (Eñvorennoù ma yaouankiz, 1863)
  • Cestopis do horní Itálie (Danevell veaj en Italia uhel, 1843)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.