Mont d’an endalc’had

Paul Karason

Eus Wikipedia

Paul Karason, ganet d'ar 14 a viz Du 1950 hag aet da Anaon d'an 23 a viz Gwengolo 2013, a oa ur Stadunanad eus Bellingham e Stad Washington, hag a oa glas-mouk e groc'hen.

Karason a oa sklaer ha brizhennet e groc'hen e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. Treiñ a reas e groc'hen da c'hlas-mouk goude ma oa kroget da gemer louzoù savet gantañ e-unan, koloidenn kloridenn arc'hant, ha da ledañ ur meskaj arc'hant koloidel war e zremm da dalañ ouzh diaesterioù yec'hed gant e sinuz, e groc'hen, skuilhadennoù gastro-ec'hopagek, ha traoù all ouzhpenn.

Da-heul e pakas ur c'hleñved anvet Argiria. E 2008 e teuas Paul Karason da vezañ brudet goude bezañ tremenet en abadenn skinwel Today. Hervezañ e oa bet pareet gant e veskaj eus e skuilhadennoù hag e artrit.

En hañv 2007 ec'h eas P. Karason da vevañ e Madera, Kalifornia, da glask ur gumuniezh degemerusoc'h evitañ. E 2012 en doa kollet e di pa oa o stourm a-enep trubuilhoù kalon hag ur c'hrign-bev en e raksavenn. Dilojet en doa c'hoazh met ar wech-se e oa aet d'ur bod-lojañ evit ar glaskerien-vara e Bellingham. Mervel a reas eno e 2013 goude un taol-kalon.

Paul Karason a oa ur butuner daonet hag oberataet e oa bet e galon e 2008. Dispartiet e oa diouzh e wreg pa oa marvet. Betek e finvezh en doa kendalc'het da gemer e louzoù.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Stan Jones: ur politikour stadunanat frankizour anavezet abalamour d'e groc'hen glas.