Paotr
Neuz
(Adkaset eus Paotreta)
Ur paotr zo un den a zo gourel e reizh. Gallout a ra bezañ:
- ur bugel, hag a-wechoù ur mab;
- ur mevel, un den o labourat: paotr-al-lizhiri, paotr ar gêr;
- un den n'eus forzh pe oad dezhañ, pa vez lavaret paotr yaouank pe paotr kozh
Paotr ha plac'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e vez enebet ar ger paotr ouzh ar ger plac'h, evel e-barzh:
- ur paotrig (e-skoaz ur plac'hig)
- ur paotr yaouank kozh ( e-skoaz plac'h yaouank kozh)
Koulskoude e vez lavaret aliesoc'h paotred ha merc'hed eget paotred ha plac'hed.
Paotr ha mab
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-wechoù e talv paotr kement ha mab, nemet n'eo ket alies. Lavaret e vo: *ma faotr bihan gant un tad pe ur vamm, evel ma mabig;
- paotred Fañch: e vibien.
Paotr ha gwaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur paotr a c'hall bezañ ur bugel, ur gwaz zo un den deuet. Nemet e c'haller lavaret: Ar paotr bihan -se zo ur gwaz!
- Paotr a c'hall bezañ ar gwaz, ar pried (evel den ivez), ha lavaret e vo "Ma faotr" gant ur vaouez o komz eus he gwaz.
Paotreta
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paotreta, a zo klask paotred. Komz a c'haller eus paotretaerezh ivez. Kement-se a vez graet evit gwalc'hiñ ezhommoù reizhel,
- gant merc'hed zo, ar peurliesañ,
- gant paotred zo, kenkoulz all. Neuze e komzer ivez eus heñvelrevadelezh, hag a-wechoù eus pederastiezh.
Paotredigoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez klasket paotredigoù, e vo lavaret paotredigaoua, a zo kement ha lubaniñ paotredigoù, a zo berzet gant al lezennoù en darn vrasañ eus ar broioù. Koulskoude e ouzer e ya karradoù-nij a Europeiz da vroioù tramor da ober eno pezh n'hallont ket ober en o bro. Gw. : Pedofiliezh
A bep seurt paotred
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- paotr al lizheroù
- paotr ar gaoter : ar c'heginer
- paotr ar gêr
- paotr e gof
- paotred Mari-Robin
- paotred-an-tan
- paotr-kozh
- ar paotr-saout, a ziwall ar saout
- paotr-darbar
- ar paotr-moc'h, a ziwall ar moc'h pe a ra war o zro
- paotr-enor
- paotr-marc'h, paotr-kezeg
- paotr-micher
- paotr nevez : ar gwaz nevez (enebet ouzh ar plac'h nevez ), gwelout eured.
Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- paotredigoù, a zo paotred vihan
- paotrez, a vez graet eus ur plac'h
- paotreta, a zo klask paotred, a vez graet gant merc'hed zo pe gant paotred zo kenkoulz all,
- paotredigaoua, a zo kement ha lubaniñ paotredigoù, a zo berzet gant al lezennoù
- paotretaer, ur paotr a vez o paotreta
- paotretaerez, ur plac'h a ra kemend-all
- paotred vras: pennoù bras
- ar Paotr Kozh, Paolig, an diaoul
- ur paotr-kozh, lesanv ar penn-glin
- paotred-kozhioù, ar binvioù a zalc'h ar stalafioù-diavaez digor, dezho pennoù tud.
- ur raspaotr, zo ur plac'h dezhi doareoù ur paotr, ur yourc'h, pe yourc'henn.
Gerioù kar dre ar ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liester
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Paotred a vez lavaret, paotredoù ivez. Gwelout merc'hedoù, tudoù.
- Paotrig a ra paotredigoù.
Troioù-lavar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ober, c'hoari e baotr
- Bezañ paotr a-walc'h: bezañ rust un tamm, sec'h, kalet, un tamm drouk. Gwelout: Bezañ plac'h a-walc'h.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Poltred ur paotr yaouank roman-egiptat
-
Daou zoue gresian : Apollon, pimpatrom ar gened evit ar wazed, ha Hyacinthus; engravadur eus ar XVI-vet kantved italian gant Jacopo Caraglio
-
Amor Vincit Omnia. 1602–03 Caravaggio o tiskouez Eros kreñvoc'h evit oberennoù all an dud: brezel, arz, politikerezh.
-
Ar gouronkerien gant H. S. Tuke.
-
Kupidon, gant William-Adolphe Bouguereau, 1875
-
Sir Walter Raleigh hag e vab, 1602