Mont d’an endalc’had

Ivon Gak

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Paotr Skrignag)

Ivon Gak, pe Ivon Gag, pe Youenn ar Gag, hag a-wechoù Paotr Skrignag (hervez ul lesanv studier), zo ur skrivagner brezhonek genidik eus Skrignag. E dad a zalc'he ur vilin e Skrignag, e Lannouedig. Studioù a reas e lise Montroulez a-raok mont da Roazhon.

Pennadoù en deus skrivet e-barzh Imbourc'h, Al Liamm ha Yod-Kerc'h pa oa studier e Roazhon er bloavezhioù 1970.
Unan eus krouerien Yod-Kerc'h e oa. Unan eus kenlabourerien KEAV eo bet ivez etre ar bloavezhioù 1970 ha 2022.

Kelenner war ar jedoniezh eo bet e Bro-C'hall a-raok distreiñ da Vreizh, ma en deus kelennet en Uhelgoad ha Montroulez. Perzh en deus kemeret e Strollad Kallag.

Ivon Gag
  • 1971 : Breutadeg diwar-benn Skol an Emsav (kenskrivet gant Youenn Olier), Imbourc'h niv. 16
Devezhioù-studi Skol an Emsav e Bulad, Imbourc'h niv. 22-23
  • 1972 : Kendael devezhioù-studi Plistin, Imbourc'h niv. 26
  • 1972 : An Indianed er Stadoù-Unanet (kenskrivet gant Mark Kerrain), Al Liamm niv. 152
  • 1973 : N'em eus c'hoant un toull : Yod-kerc'h, Imbourc'h niv. 40
  • 1975 : Mojenn ar Vroad, Skol an Emsav niv. 15, p. 14
  • 1984 : Studiadenn war geriaoueg ar jedoniezh, Hor Yezh[1][2]
Youenn ar Gag