Pandora (pried Epimetheüs)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Pandora zo ivez.
Pandora, gant John William Waterhouse.

Pandora (Πανδώρα e gregach "an hini he deus an holl zonezonoù"[1]), e oa ar vaouez kentañ hervez mojennoù Hellaz kozh[2]. Hervez ma skrivas Hesiodos en Theogonia e voe krouet gant an holl zoueed, rak pep hini anezho a roas dezhi ur perzh bennak.

Zeus an hini a c'hourc'hemennas da Hefaistos aozañ anezhi en Douar (Gaia) evel un tamm eus ar binijenn roet da Vab-Den war-lerc'h ma oa bet laeret an tan gant Prometheüs, hag an holl zoueed a gemeras un tamm perzh e-barzh reiñ d'ar vraventez drouk-se ampartizoù hoalus ken-ha-ken. Roet e voe da bried da Epimetheüs. Hi eo plac'h ar voest, ur jarl e gwirionez, pa gomzer eus boest Pandora hiziv.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zoare zo da gompren anv « Pandora » : pe panta dôra, an hini he deus bet an holl zonezonoù, pe pantôn dôra an hini a zo donezon, pe prof, a-berzh an holl zoueed.

Theogonia Hesiodos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pandora, gant Jules Joseph Lefebvre, 1882
Pandora, gant Lawrence Alma-Tadema

E mojenn Pandora a lenner e Theogonia Hesiodos (linennoù 560–612, war-dro an VIIIvet pe VIIvet kantved kent JK) n'eus anv ebet d'ar vaouez.

Pa oa bet roet an tan d'an dud gant Prometheüs, goude ma oa bet laeret gantañ digant Zeus, e tivizas mestr an doueed, kounnar ennañ, reiñ dezho ur prof all evel kastiz. Goulenn a reas digant Hefaistos stummañ ar vaouez kentañ gant pri, un droug kenedus a vije he diskennadezed o wallgas gouenn an dud. Graet e labour gant Hefaistos, e voe gwisket ar vaouez gant Athena en ur sae arc'hant, ur ouel brodet, garlantezioù hag ur gurunenn aour. Ar vaouez-se ha n'eo ket anvet en Theogonia n'hall bezañ nemet Pandora, a zo kaoz anezhi hiroc'h en oberenn all Hesiodotos, Al Labourioù hag an Deizioù. Kentañ ma voe gwelet gant an doueed hag an dud e voent bamet o sellout outi. Ha Hesiodos da skrivañ (590–93):

Anezhi eo deuet gouenn ar maouezed hag ar merc'hed
Diganti eo gouenn an dud a varv ha meuriad ar maouezed
a vev e-touez an dud varvel evit o brasañ trubuilh
er baourentez kazus met er binvidigezh hepken.

Ha Hesiodos da zelc'her gant e gaoz hag e glemm : ar wazed a glask mirout ouzh droug ar maouezed dre chom dizimez ne vint ket gwell a se: (604–7):

Erruout a ra d'an oad da vervel hep den da harpañ e vloavezhioù
ha daoust ma ne vank ket birvidigezh ennañ en e vuhez
pa vez marvet e vez rannet e beadra etre e gerent.

A-wechoù, eme Hesiodos, e c'hall ur gwaz kavout ur wreg vat, met atav e vez bec'h etre droug ha mad (609).

Merc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur verc'h o doe Pandora hag Epimetheüs, Pyrra hec'h anv, a zimezas d'he c'henderv Deukalion, mab Prometheüs.

E-barzh Al Labourioù hag an Deizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doare brudetañ ha hirañ ar vojenn avat a deu eus ur varzhoneg all gant Hesiodos, Al Labourioù hag an Deizioù. Enni (linennoù 60–105) e ra an oberour anv eus orin ar vaouez-se, hag e hira roll ar gwalennoù a daol war chouk an dud.
Gant Hefaistos eo krouet bepred, diwar pri ha dour, evel en oberenn all, war urzh Zeus eta, a felle dezhañ kaout e zial eus an dud goude ma oa bet laeret an tan gant Prometheüs; met muioc'h a zoueed a gemer perzh en ober anezhi (63–82):

  • Athena a roas dezhi ar vuhez hag a zeskas dezhi gwriat ha gwiadiñ (63–4);
  • Afrodite a skuilhas koantiz war he zal ...
  • Apollon a roas dezhi ampartiz war ar sonerezh
  • Hermes a zeskas dezhi livañ gevier ha kendrec'hiñ ar wazed, hag a roas dezhi ar ranellded,
  • Hera ar roas ar warizi.

Zeus a ginnigas dorn Pandora da Epimetheüs, breur da Brometheüs, en devoa prometet d'e vreur koulskoude nac'h kement prof a-berzh Zeus. Hag eñ da gemer Pandora. Ha Pandora a zegasas dezhañ ur jarl kevrinus, hag a oa bet difennet outi, gant Zeus, digeriñ. Enni e oa an holl walennoù a c'hall kouezhañ war chouk Mab-Den: ar Gozhni, ar C'hleñved, ar Brezel, an Naonegezh, an Dienez, ar Follente, ar Gwallsi, an Touellerezh, ar Wallyoul, al Lorc'hentez hag ar Goanag.

Kaeraat ar vojenn diwezhatoc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penaos kompren ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pandora an hini a ro pep tra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gerdarzh an anv Pandora, donezonet gant an holl, a gaver e-barzh Al Labourioù hag an Deizioù ne vije nemet un displegadur pobl, ha faos e vije.(Daveoù a vank)

Pithos troet e "boest"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Falldroidigezh ar pithos, ur jarl bras, e "boest"[3] a vez lakaet war gont al lenneg Erasmus Rotterdam a droas kontadenn Hesiodos e latin er XVIvet kantved.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pandora, Henry George Liddell, Robert Scott, A Greek-English Lexicon, at Perseus
  2. "Scatter-brained Epimetheus who from the first was a mischief to men who eat bread; for it was he who first took of Zeus the woman, the maiden whom he had formed." (Hesiodos, Theogonia 510 ff (Hugh G. Evelyn-White, troer)
  3. The development of this transformation was sketched by Jane Ellen Harrison, "Pandora's Box" The Journal of Hellenic Studies 20 (1900: 99–114).


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Athanassakis, A. Hesiod: Theogony, Works and Days, Shield (New York 1983).
  • Beall, E. "The Contents of Hesiod's Pandora Jar: Erga 94–98," Hermes 117 (1989) 227–30.
  • Harrison, Jane Ellen, Prolegomena to the Study of Greek Religion (1903) 1922, pp. 280–85.
  • Griffith, Mark. Aeschylus Prometheus Bound Text and Commentary (Cambridge 1983).
  • Hesiod, Works and Days En-linenn.
  • Patrick Kaplanian, Mythes grecs d'origine, vol. I : Prométhée et Pandore, éd. L'entreligne, Paris, 2011 (ISBN 978-2-909623-06-1).
  • Kenaan, Pandora's Senses: The Feminine Character of the Ancient Text (Madison, WI: The University of Wisconsin Press, 2008), Pp. xii, 253 (Wisconsin Studies in Classics).
  • Kirk, G.S., Myth: Its Meaning and Functions in Ancient and Other Cultures (Berkeley 1970) 226–32.
  • Lamberton, Robert, Hesiod, New Haven: Yale University Press, 1988. ISBN 0-300-04068-7.
  • Leinieks, V. "Elpis in Hesiod, Works and Days 96," Philologus 128 (1984) 1–8.
  • Moore, Clifford H. The Religious Thought of the Greeks, 1916.
  • Neils, Jenifer, The Girl in the Pithos: Hesiod’s Elpis, in "Periklean Athens and its Legacy. Problems and Perspectives", eds. J. M. Barringer and J. M. Hurwit (Austin : University of Texas Press), 2005, pp. 37–45.
  • Nilsson, Martin P. History of Greek Religion, 1949.
  • Phipps, William E., Eve and Pandora Contrasted, in Theology Today, v.45, n.1, April 1988, Princeton: Princeton Theological Seminary.
  • Pucci, Pietro, Hesiod and the Language of Poetry (Baltimore 1977)
  • Rose, Herbert Jennings, A Handbook of Greek Literature; From Homer to the Age of Lucian, London, Methuen & Co., Ltd., 1934.
  • Smith, William, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology, 1870, sub "Pandora" En-linenn
  • William Smith, Dictionary of Greek and Roman Biography and Mythology (1870) vol I:177, sub "Anesidora"
  • Verdenius, Willem Jacob, A Commentary on Hesiod Works and Days vv 1–382 (Leiden: E.J. Brill, 1985). ISBN 90-04-07465-1.
  • Vernant, J.P., Myth and Society in Ancient Greece (New York 1990) 183–201.
  • Jean-Pierre Vernant, « Le Mythe prométhéen chez Hésiode », e-barzh Mythe et société en Grèce ancienne, Paris, Maspéro, 1974, p. 177-194.
  • Warner, M., Monuments and Maidens: The Allegory of the Female Form (New York 1985) 213–40
  • West, M.L. Hesiod, Theogony, ed. with prolegomena and commentary (Oxford 1966).
  • Hesiod, Works and Days, ed. with prolegomena and commentary (Oxford 1978).
  • Hesiod, Theogony, and Works and Days (Oxford 1988).
  • Zeitlin, Froma. Playing the Other: Gender and Society in Classical Greek Literature (Princeton 1995).

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]