PPSh-41
PPSh-41 | |
---|---|
Ur PPSh-41 dezhi ur c'harger ront 71 kartouchenn | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Mont en-dro | Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek |
Munision | 7,62 × 25 mm Tokarev |
Mare produiñ | 1941–1947 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,64 kg |
Mas (gant ur c'harger ront leun) | 5,5 kg |
Hirder | 838 mm |
Hirder ar c'hanol | 266 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 100 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 500 m/s |
Lusk-tennañ | 900 t/mn |
Endalc'h | Karger eeun 35 kartouchenn pe karger ront 71 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar PPSh-41 (rusianeg: Пистоле́т-пулемёт Шпа́гина, tr. Pistolét-pulemyót Shpágina-41, brezhoneg: "pistolenn-vindrailher Shpagin-41") a zo ur bistolenn-vindrailher soviedel dezhi ur c'halibr 7,62 × 25 mm Tokarev. Savet e oa bet gant an ijinour Georgy Shpagin.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Efedus e oa bet ar bistolenn-vindrailher Suomi KP 31 etre daouarn ar soudarded finn a-enep d'ar Soviediz e-kerzh ar Brezel Goañv. Diwar neuze e tivizas an Arme Ruz modernizaat he armoù ha ledanaat implij ar pistolennoù-mindrailher PPD 38 ha PPD 40 deveret anezhi. An ijinour Georgy Shapkin a simplas he froduiñ o tegas teknik ar stampañ evit produiñ pezhioù zo. Ar c'hanol a voe simplaet ivez : ur stumm troc'het dre an hanter eus kanolioù ar fuzuilhoù Mosin-Nagant 91/30 e oa. Dre se e voe kinniget e dibenn 1940 ar bistolenn nevez. Produet e voe adalek ar bloaz war-lerc'h dindan an anv PPSh-41.[1]
Ledan eo bet implij ar PPSh-41 e-kerzh an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Deuet e oa da vezañ unan eus an armoù implijetañ gant al Lu Ruz evit an droadegiezh e-pad an Eil brezel-bed, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ produet da ouzhpenn 5 milion a skouerennoù etre 1941 ha 1946[2]. Ar soudarded a gave gwellloc'h ober gant ar c'harger ront 71 kartouchenn evit gant an hini eeun 35 kartouchenn. Fiziapl e oa ar PPSh-41 ne vern an temperadur ha liv an amzer. Priziet e veze da vare an emgannoù-kêr evel hini Stalingrad[3]. Roet e voe ivez d'ar siviled da vare seziz Leningrad evit difenn ar gêr. Eno e voe produet e-pad ar sez ar PPSh-42, ur stumm deveret anezhi. Harzlammet e voe kalz skouerennoù eus ar PPSh-41 d'ar bartizaned soviedel a stourme a-dreñv d'al linennoù alaman.[1]
Kalz skouerennoù a voe tapet gant an Alamaned e deroù ar brezel. Adanvet e voent MP 717 (r) e anvadurezh ar Wehrmacht. Implijet int bet gant kartouchennoù 7,63 × 25 mm Mauser a oa tost-tre o ment eus hini munisionoù orin ar PPSh-41. Lod eus an armoù tapet a zo bet adkambret e 9 mm Parabellum.[1]