PK (mindrailherez)
Neuz
| Pulemyot Kalachnikova | |
|---|---|
Ur vindrailherez Pulemyot Kalachnikova stumm PKM | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Mindrailherez |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
| Munisionoù | 7,62 × 54 mm R |
| Produerien | Uzin Degtyaryov |
| Ijiner | Mic'hail Kalachnikov |
| Mare ijinañ | 1961 |
| Mare servij | Abaoe 1964 |
| Perzhioù teknikel|(stumm kentañ) | |
| Mas hollek gant an trebez (hep kartouchenn) | 9 kg (gant he daoubez) |
| Hirder | 1.203 mm |
| Hirder ar c'hanol | 605 mm |
| Hed-tenn pleustrek | 1.000 m |
| Lusk tennañ | Etre 600 hag 800 tenn/mn |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 825 m/s |
| Endalc'h | Gourizoù 50 kartouchenn pe kargerioù ront 100, 200 pe 250 kartouchenn |
Ar PK (rusianeg : Пулемёт Калашникова, Pulemyot Kalachnikova "Mindrailherez Kalachnikov") zo ur vindrailherez kambret e 7,62 × 54 mm ijinet gant Mic'hail Kalachnikov ha savet da gentañ en URSS ; e Rusia e vez produet hiziv-an-deiz.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar vindrailherez PK orin a oa bet implijet adalek 1964 evit kemer lec'h ar mindrailherezioù SG-43 Goryunov, anvet ivez "SGM", hag an RP-46 a oa er servij. He stumm hollek zo tost ouzh an FN MAG. He sistem kulasenn-dro a zo deveret eus hini an AK-47[1]. Gwellaet eo bet gant ar stumm PKM e 1969. Implijet e vez c'hoazh ar vindrailherez Kalachnikov gant an droadegiezh en talbenn pe war karbedoù stourm al lu rusian.
Ar PK a zo bet gwerzhet kalz en estrenvro ha produet e vez c'hoazh e broioù estren dindan aotre.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 264