Mont d’an endalc’had

Otto I (dug Saks)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Otto Iañ, dug Saks)

Otto I, dug Saks a oa ganet war-dro 851 ha marvet d'an 30 a viz Du 912. Lesanvet e oa Illur ha Meurdezus. E kronikenn Annalista Saxo eo skrivet e oa eus Otto un ducis de Liudolfi de filius[1], da lavarout eo e oa mab da Liudolf Saks (830-864), ha da Oda, merc'h d'ar priñs frank Billung ha d'e bried Aeda.

Marteze e oa gourvab da Widukind hag e tiskenne, dre e vamm, eus Karl-Veur. Dug Saks e voe Otto war-lerc'h e vreur Bruno (pe Brunon), e 880, ha betek e varv. Lazhet e oa bet e vreur en un emgann ouzh ar Vikinged. Otto a vrezelias ouzh an Hungared hag ar Wended, hag a reas eus Saks ar galloudusañ dugelezh c'herman.

Er bloavezh 900, e oa bihanoc'h Saks er reter. Meuriadoù slavek a oa war lez ar stêr Elbe.

Dug Saks e oa, met e 908 ec'h astenne e c'halloud war Thuringen ivez, ha kont e oa en Eichsfeld, abad diveleg abati Hersfeld. Kement-se a ouzer dre ur garta a-berzh ar roue Loeiz III Germania, eus abati Gandersheim, deiziet d'ar 26 aviz Genver 877. Ar pago Suththuringa (pe bro Thuringen ar c'hreisteiz) a zo lavaret e-barzh comitatu Ottonis, kontelezh Otto. Hervez ur garta all eus an 28 a viz Genver 897, e lenner e oa Otton I Saks marchio pago Eichesfelden (Eichsfeld) da lavarout eo margrav. Graet e vez magni ducis Oddonis (dug-meur Otto) anezhaén gant Widukind Corvey en eured e c'hoar, Liutgard, gant ar roue Louis III Germania.

Ur priñs german

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ral e voe dezhañ kuitaat Saks. Ur priñs bihan e oa, dindan daou zen : ar roue Loeiz III Germania, hag an impalaer Arnulf Karintia, met emren e oa en e vro. Tailhoù a sav diwar-goust ar Slaved en tu all d'an harzoù. mont a reas da vrezeliñ da Italia en 984 hag anvet e voe da c'houarnour Milano[2]. Faezhañ a reas e alouberien, Hungared ha Wended.


Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E vab henañ, ar roue Herri I Germania.

Dimeziñ a eure Otto I da Hedwige Babenberg (war-dro 856 - 24 a viz Kerzu 903, merc'h da Herri Babenberg (war-dro 856- 903) ha da Ingeltrude, merc'h Eberhard Frioul, markiz Frioul, ha da Gisela, merc'h d'an impalaer Loeiz an Deol.

  1. Annalista Saxo 907.
  2. L'art de vérifier les dates ... de David Baillie Warden, Jean Baptiste Pierre Jullien Courcelles, p.146.