Orhan Veli
Neuz
Orhan Veli
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Turkia, Impalaeriezh otoman |
| Anv e yezh-vamm an den | Orhan Veli Kanık |
| Anv-bihan | Orhan, Veli |
| Anv-familh | Kanık |
| Lesanv | Mehmet Ali Sel. |
| Deiziad ganedigezh | 13 Ebr 1914 |
| Lec'h ganedigezh | Kergustentin |
| Deiziad ar marv | 14 Du 1950 |
| Lec'h ar marv | Istanbul |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | intracranial aneurysm |
| Lec'h douaridigezh | Aşiyan Asri Cemetery |
| Yezh vamm | turkeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | turkeg, galleg |
| Micher | barzh, skrivagner |
| Bet war ar studi e | Galatasaray High School, İstanbul Üniversitesi, Ankara Atatürk Lisesi |
| Deroù ar prantad labour | 1936 |
| Luskad | Garip |

Orhan Veli Kanık (13 a viz Ebrel 1914 – 14 a viz Du 1950), anavezetoc’h evel Orhan Veli hepken, a oa ur barzh turkek eus Istanbul.
Mab e oa da Veli Kanık a oa penn laz-seniñ simfonek Prezidant Republik Turkia. Abred e krogas Orhan da skrivañ barzhoniezh. Goude ur bloavezh o studiañ prederouriezh er skol-veur ez eas d’ober meur a vicher : troer, kazetenner.
Orhan Veli a zo unan eus ar re gentañ a skrivas gwerzennoù "dieub" e turkeg. Hollvrudet eo e oberenn e Turkia, gant barzhonegoù diwar-benn ar vuhez pemdeziek hag an dud vunut, eeun ha leun a fent. Treiñ a reas barzhoniezh c’hallek e turkeg ivez (Villon, La Fontaine, Baudelaire, André Breton).
Mervel a reas da 36 vloaz hepken, goude kouezhañ en un toull er straed pa oa mezv.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Va jusqu’où tu pourras, Orhan Veli, troet e galleg gant Elif Deniz ha François Graveline
- Just for the hell of it, 111 poems by Orhan Veli Kanık, troet e saozneg gant Talat Sait Halman
- Orhan Veli Kanık Fremdartig / Garip, troet en alamaneg gant Yüksel Pazarkaya
