Mont d’an endalc’had

Lanv du an Olympic Bravery

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Olympic Bravery)

An Olympic Bravery a oa ur goureoullestr nevez-flamm edan pavilhon Liberian. Mont a reas war ar sec'h e Bae Yusin en hanternoz Enez Eusa d'an 23 a viz Genver 1976 p'edo gant e hent da Norvegia evit bezañ dizarmet. Ne oa eta ennañ nemet 1 200 tonenn eoul-maen evit e gas hepken. Dre wall an tabutoù etre ar paramantour hag ar c'hretaer, hag ivez dre wall ar Stad c'hall a felle dezhañ chom er-maez eus an afer, ne voe ket dilec'hiet al lestr. Siwazh, etre an 12 hag an 13 a viz Meurzh e tegouezhas ur barrad-tourmant e-kichen an enez ha terriñ a res al lestr dre an hanter. Ul lanv du a saotras neuze aodoù Eusa. Ret e voe gortoz ar 15 a viz Meurzh evit ma vefe lakaet e pleustr ar raktres Polmar[1] ha naetaet an aodoù gant soudarded.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Plan Polmar = Pollution maritime, "saotradur ar mor".


Lanvioù du e Breizh
Torrey Canyon | Olympic Bravery | Böhlen | Columbus Noumea | Amoco Cadiz |Sea Valiant | Gino | Tanio | Brea | Amazzone | Erika | Ievoli Sun
Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.