Oksana Shachko
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Ukraina ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Оксана Василівна Шачко ![]() |
Anv-bihan | Оксана ![]() |
Anv-familh | Shachko ![]() |
Deiziad ganedigezh | 31 Gen 1987 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Khmelnytskyi ![]() |
Deiziad ar marv | 23 Gou 2018 ![]() |
Lec'h ar marv | Montrouge ![]() |
Doare mervel | emlazh ![]() |
Abeg ar marv | krougañ ![]() |
Micher | women's rights activist, livour ![]() |
Tachenn labour | livouriezh, Gwregelouriezh ![]() |
Bet war ar studi e | Taras Shevchenko National University of Kyiv ![]() |
Lec'h annez | Pariz ![]() |
Deroù ar prantad labour | 2008 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 23 Gou 2018 ![]() |
Relijion | dizoueegezh ![]() |
Ezel eus | FEMEN ![]() |
Tachenn | Byzantine icon painting ![]() |
Darvoud-alc'hwez | funeral ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |

Oksana Shachko (ukraineg: Оксана Шачко), ganet d'an 31 a viz Genver 1987 e Khmelnytskyi (URSS, RSS Ukraina) ha marvet d'an 23 a viz Gouhere 2018 e Pariz[1],[2], a oa un arzourez ha benelourez eus Ukraina. Bet e oa unan eus krouerezed al luskad benelour FEMEN e miz Ebrel 2008.
Gant sikour Anna Hutsol hag Alexandra Shevchenko e oa bet krouet an aozadur. Shachko a voe ganet e Khmelnytskyi hag he devoa bevet e Kiev. Gant al luskad FEMEN e oa bet stourmet da gentañ a-enep ar c'hudennoù evit ar studierezed, met buan e oa bet ledanaet ar stourm evit lakaat war-wel korvoerezh reizhel maouezed Ukraina dreist-holl an douristelezh reizhel. Da gentañ e oa bet brudet ar Femened o vanifestiñ gwisket gant o dilhad-dindan nemetken. E miz Eost 2009 e oa bet diskouezet he divvronn gant Shachko e-pad ur vanifestadeg e Kiev. Adalek ar mare-se e oa bet izili ar FEMEN o vanifestiñ topless, hag o emledañ eus ur stourm en Ukraina etrezek ar bed-holl.
Shachko he devoa labouret gant ar skrivagnerez c'hall Galia Ackerman evit sevel un istor eus ar FEMEN a voe embannet gant Calmann-Lévy e 2013. E 2014 e oa embannet an teulfilm "Je suis Femen" (me zo ur Femen), un teulfilm emdroet war Oksana Shachko eo ha filmet gant Alain Margot. Roet e oa bet dezhi ar gwir da chom e Bro-C'hall gant ar statud repuad politikel e 2013. Bevañ a rae e Pariz evel livourez hep kemer perzh en aozadur Femen abaoe.

Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) « One of FEMEN's Co-Founders Commits Suicide in Paris », Sputnik, 24 Gouere 2018.
- ↑ (fr) « La cofondatrice des Femen, Oksana Chatchko, s’est suicidée à Paris », Le Monde, 24 Gouere 2018.