Mont d’an endalc’had

Oddworld

Eus Wikipedia

Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

ODDWORLD

Barr-ti un atant en Oddworld

Doare Skiant-faltazi, distopiezh

Tem Stroñs ar sevenadurezhioù
etre an natur hag ar greanterezh

Stad orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Skor orin C'hoari video

Oberour Lorne Lanning

Bloavezh 1994

Oddworld (« Bed iskis » e brezhoneg) a zo anv ur bentalogiezh c'hoarioù pondalezioù krouet e 1994 gant Oddworld Inhabitants hag ijinet gant Lorne Lanning. Pep pennad eus an heuliad a zo kaset gant un haroz disheñvel.
Lorne Lanning a lavar en deus kemeret evel pal d'ober c'hoarioù a laka ar c'hoarierien da splujañ en un hollved disheñvel diouzh o hini met a gredfent anavezout mat. Ez-wir, dibabet en deus lakaat ar c'hodoù pennañ eus hor c'hevredigezh a-vremañ evit munudañ hollved Oddworld. Ouzhpennet en deus ivez elfennoù utopek. An heuliad-se a zo neuze anavezet evit e engouestladur kreñv ha Lorne Lanning n'en deus biskoazh lavaret kontrol.

An heuliad a zo bet lakaet war-wel ivez e-keñver ar c'hoarioù all gant e hollved grafek savet mat (an empenter a zo barrek war ar fiñvskeudenn hag an efedoù arbennik)[1], gant e senario ha meizad ar c'hoari. Oddworld Inhabitants en deus krouet ul lusker c'hoari dispac'hel da vare an hini kentañ, anvet A.L.I.V.E. (Aware Lifeforms In Virtual Entertainment).

Abaoe miz Here 2004 ez eus bet gwerzhet 4,2 million c'hoari er bed.[1]

Brezel zo etre div sevenadurezh en hollved Oddworld, war ar c'hevandir Mudos pergen.
Diouzh un tu, ar Mudokons, ar Gabbits ha krouadurioù all a stumm sevenadurezhioù nann diorroet war tachenn an teknologiezhioù, o kehelañ an natur dre dotemoù loened (scrabs hag paramites ivez, padal int preizherion dañjerus) ; c'hoant o deus da vevañ hervez an hengoun kozh, eus an doujañs betek an azeulerezh eus pep stumm buhez.
Ar sevenadur all a zo graet gant ar greanterezh, da c'houzout ar Glukkons, ar Vykkers, hag o akolisted, ar Sligs, hag a glask korvoiñ d'ar muiañ ar blanedenn e-barzh reolennoù ar greanterezh, ar gevalaouriezh gouez hag ar c'hevezerezh.

Ar moolah (luc'haj saoznek evit an arc'hant, "moulloù" ha "grifoù" e brezhoneg) eo moneiz Oddworld, an arouez o vezañ evel un $ troet war war an tu kleiz gant teir barrenn a-blom. Ne ouezomp ket piv eo arvalien ar Glukkons.

Ar greanter a stumm un aozadur hag a klask e ledanaat ; anavezet dindan an anv « Kartel Magog » eo an aozadur-se, en deus kantadoù a labouradegoù e pep-lec'h war Oddworld. Ar Glukkons a stumm ur strollad hag a ren ar sevenadurezh-se. Businessmen didrugar int, o klask nemet war-lerc'h ar gounid, c'hwibez penn-da-benn peogwir int dic'houest d'ober n'eus forzh peseurt labour dornel abalamour d'o c'horfadurezh.
Ar Vykkers a ren ur gengevredad greantel apotikerezh a-bouez, met ne c'hellont ket dafariñ abalamour d'o c'horfadurezh ivez.
An div ouenn-se a vez sikouret gant reoù all, da skouer ar Sligs, a zo preñved gwer gant divrec'h, aes o fluñvenn hag amoet peurgetket ; o ferzh nemetañ eo gwallgas ar sklaved ha sevel ar slogs, a zo loened daoudroadek tagus hag a servij evel chas gward. Slaved eo micherourien labouradegoù ar C'hartel a-benn ar fin, Mudokons evit an niver brasañ anezho.

Ar Mudokons, a challer keñveriañ ouzh an Indianed Norzhamerika, doujus d'an natur ha da bep stumm buhez, zo trevadenet ha lakaet da sklaved gant ar greanterezh. Tu zo memestra dezho da dagañ ar C'hartel, gant ar vestroniezh eus ar prederiegezh hag ar c'hontrol speredel pergen.

Gwelet spisoc'h : Tudennoù Oddworld

Krouadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet spisoc'h : Krouadurioù Oddworld

Gwelet spisoc'h : Geografiezh Oddworld

Meizad ar C'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lusker A.L.I.V.E.

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet spisoc'h : ALIVE (lusker c'hoari)

"Hierarkiezh" GameSpeak etre ar c'hrouadurioù en daou bennad kentañ.
"Hierarkiezh" GameSpeak etre ar c'hrouadurioù en daou bennad kentañ.

Ar GameSpeak a zo ur sistem hag a za en-dro gant al lusker A.L.I.V.E. evit an darempredoù etre ar c'hrouadurioù.br /> Ar c'hoarier en deus da zibab etre meur a eilgerioù hag a c'hell implij gant pep krouadur. Pep eilger en deus ur ster hag un implij termenet. Da skouer, Abe, evit lakaat ur Mudokon d'e heuliañ, en do da implij un urzh GameSpeak evit gellout lavar « Demat ! » hag en do war-lec'h da lavar « Deus da'm heul ! ». An urzhioù-se a c'hell ivez bezañ implijet gant ar c'hrouadurioù estren. Neuze, pa lavaro Abe ur ger er memes skramm ha ur Slig, ar Slig a lavaro « Petra ? ». Ivez, ur Slig a c'hell reiñ urzhioù d'ur Slog, evel « Dre aze ! » evit lavar dezhañ don d'e gichen pe « Tap anezhañ ! » evit lavar d'ar Slog tagañ ur enebour. Ar Glukkon a c'hell ivez reiñ urzhioù d'ur Slig evel « Deus amañ ! ».

Urzhaz GameSpeak

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un urzhazh a zo staliet e-barzh ar sistem GameSpeak. Mod-se, ur Glukkons hag a zo e penn an urzhazh a c'hello reiñ urzhioù d'ur Slig ha d'ur Slog. Padal, ur Slig ne c'hello ket reiñ urzhioù d'ur Glukkon hag a zo a-us dezhañ. Ar Scrabs hag ar Paramites a zo kevatal gant o kenseurt.

Krouadurioù gant ar sistem GameSpeak :

  • Abe (9 hag 6 eilger hervez ar c'hoari)
  • Munch (5 eilger)
  • Ar Sligs (8 eilger)
  • Ar Glukkons (8 eilger)
  • Ar Paramites (6 eilger)
  • Ar Scrabs (2 eilger)

C'hoarioù eus an heuliad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Titl Bloavezh Stumm mekanik Diorroer Aozer
Oddworld: Abe's Oddysee 1997 PlayStation, Windows Oddworld Inhabitants GT Interactive[2]
Oddworld: Abe's Exoddus 1998 PlayStation, Windows Oddworld Inhabitants GT Interactive[3]
Oddworld: Adventures 1998 Game Boy Saffire GT Interactive Software Corp[4].
Oddworld: Adventures 2 2000 Game Boy Color Saffire GT Interactive Software Corp[5].
Oddworld: Munch's Oddysee 2001 Xbox, Windows[6] Oddworld Inhabitants Microsoft Game Studios[7]
Oddworld: Munch's Oddysee 2003 Game Boy Advance Art Co. THQ Inc.[8]
Oddworld: Stranger's Wrath 2005 Xbox, Windows[6] Oddworld Inhabitants Electronic Arts[9]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) Oddworld Fact Sheet
  2. Oddworld: Abe's Oddysee, Moby Games
  3. Oddworld: Abe's Exoddus, Moby Games
  4. Oddworld: Adventures, Moby Games
  5. Oddworld: Adventures 2, Moby Games
  6. 6,0 ha6,1 http://www.bit-tech.net/news/gaming/2009/10/12/oddworld-games-being-ported-to-pc/1
  7. Oddworld: Munch's Oddysee, Moby Games
  8. Oddworld: Munch's Oddysee, Moby Games
  9. Oddworld: Stranger's Wrath, Moby Games