Mont d’an endalc’had

Oberiadur brezel Korventenn Goañv

Eus Wikipedia
Oberiadur brezel Korventenn Goañv
oberiadur brezel
Rann eusemgann Stalingrad Kemmañ
Lec'hVolgograd Kemmañ
Deiziad23 Kzu 1942 Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Kzu 1942 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 Kzu 1942 Kemmañ

Oberiadur brezel korventenn goañv (alamaneg: Unternehmen Wintergewitter), a oa bet un argadenn alaman e miz Kerzu 1942 war Dalbenn ar Reter en Eil Brezel-bed. Ar 4re Arme alaman Panzer ne oa ket deuet a-benn da derriñ ar seziz soviedat a enkelc'hie ar 6vet Arme Alaman e-kerzh Emgann Stalingrad.

E fin miz Du 1942 e oa deuet al Lu Ruz a-benn da echuiñ gant an Oberiadur brezel Uranus, o kelc'hiañ 300 000 ezel eus an Ahel e-barzh ha tro-dro kêr Stalingrad. An nerzhioù alaman e godell Stalingrad ha war an trowardroioù a oa bet adurzhiet (22 a viz Du 1942) en ur Strollad Arme an Don ha lakaet dindan urzhioù ar Feldmarschall Erich von Manstein. An Arme Ruz he doa kendalc'het da zegas ar muiañ a nerzhioù posubl evit tizhout palioù an Oberiadur brezel Saturn da droc'hañ ar Strollad Arme A diouzh peurrest an Arme Alaman. Evit klask talañ ouzh ar gudenn-se e oa bet al Luftwaffe o klask pourveziañ an nerzhioù alaman e Stalingrad gant ur pont aer. En desped da bromesaoù Göring, ne oa ket bet posubl gant al Luftwaffe tizhout ar pezh a oa bet rakwelet. Ne chome nemet, a-benn neuze, da glask terriñ ar seziz dre un argadenn, ha kement-mañ ar buanañ ar gwellañ rak ar pourvezioù a groge da ziskenn. Evel respont d'an taol dreist gant ar Soviediz en doa savet Manstein an Oberiadur brezel Korventenn Goañv.

Ar steuñv diazez, a oa ennañ peder divizion arme panzer. D'an nebeutañ eo ar pezh a oa bet prometet da Manstein. En gwirionez, pennoù uhel al lu alaman ne oant ket gwall domm da wanaat lodennoù all eus an talbenn en ur fiñval dizionoù panzer. A-benn ar fin e oa bet fiziet ar c'hefridi digeriñ un hent kilañ d'ar 6vet Arme enkelc'hiet d'ar 4re Arme Panzer hag a oa labezet dija, ha renet gant Hermann Hoth. An nerzh alaman a oa bet o stourm a-enep meur a arme soviedat hag a oa kefridiet gant riñsañ an nerzhioù alaman enkelc'hiet.