Mont d’an endalc’had

Nozieg

Eus Wikipedia
Ur pennad Nozay zo ivez.
Nozieg
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Kastell-Briant-Ankiniz
Kanton Nozieg (pennlec'h) betek 2015, Gwenvenez-Penfaou abaoe 2015
Kod kumun 44113
Kod post 44170
Maer
Amzer gefridi
Jean-Claude Provost
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh-kumunioù bro Nozieg
Lec'hienn Web www.nozay44.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 216 ann. (2020)[1]
Stankter 73 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 33′ 55″ Norzh
1° 37′ 26″ Kornôg
/ 47.5652777778, -1.62388888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 47 m
bihanañ 13 m — brasañ 96 m
Gorread 57,7 km²
Lec'hiañ ar gêr
Nozieg

Nozieg[2] (Nozay e galleg) a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Naoned. Pennlec'h Kanton Nozieg e oa betek 2015.

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Erwan Vallerie (1995) ː Noziacum, 1076; Nouzay, 1543.

"En gul e groaz en aour, ur c'houleon ivez en aour ouzh pep konk".

  • Tiegezh Nozay (Guy Le Borgne, 1668).
  • Kuzul ar Gumunn : 8 a viz Du 1971.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas 172 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,15 % eus he foblañs e 1911: c'hwec'h anezhe, milourion er 70vet Rejumant Troadegiezh, a varvas d'an 9 a viz Mae 1915 e Roclincourt, e departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall)[4].
  • Ur milour bet ganet e Nozieg a voe fuzuilhet gant al lu gall e 1916 e-pad ar Brezel-bed kentañ.
  • Mervel a reas daouzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5].
  • Dieubet e voe Nozieg d'ar 6 a viz Eost 1944 gant tirlu SUA.

Trevadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Brezel Aljeria: mervel a reas pemp milour eus ar gumun hervez monumant ar re varv[6].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peulvan Couëbrac.
  • Kastell La Touche.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn[8]ha kartenn-bost[9]. Dioueliet e voe d’ar 4 a viz Du 1923[10].
  • Iliz katolik Sant Sadorn.
  • Iliz katolik Sant Pêr en Ereoù.

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a dud
Rouantelezh-Unanet 1 (Tirlu)
Hollad 1

Marvet eo e miz Genver 1940 e-pad an Eil brezel-bed[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
de Beaulieu

Aotrounez al lec'h se e Nozieg.

Dougen a ra ur gebrenn heuliet gant teir steredenn (livioù dianav)

Le Bel

Aotrounez la Ville-Fougeré

En aour plezhek en glazur

Neuz all : en glazur plezhek en aour

Boulomer

Aotrounez Lorière

Dougen a ra un dreustell karget gant teir rodig-kentr (livioù dianav)
Cosnier

Aotrounez la Grandhaye

En argant e dreustell en glazur karget gant ur goulm en aour en he beg ur skoultrig olivez ivez en aour, heuliet gant teir steredenn an gul

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]