Nouel (kan)
Neuz
Un nouel zo ur c'hantik kristen hag a vez kanet da Nedeleg, kaoz ennañ eus ganedigezh ar Mabig Jezuz. A-wechoù e vez lakaet an anv war ganaouennoù goañv ha n'eus liv relijiel ebet warne.
Noueloù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu anvioù un nebeudig anezhe:
- Adeste fideles, nouel latin savet en XVIIIvet kantved, troet e meur a yezh (saozneg, kembraeg).
- Stille Nacht, nouel alamanek, troet e meur a yezh, e brezhoneg gant Roparz Hemon, hag anvet Nozvezh sioul[1],[2], Tawel Nos e kembraeg.
- Il est né le divin enfant, nouel gallek.
- La Marcho di Rèi (1852); kan provañseg, adtapet gant Bizet.
- Jingle Bells, nouel saoznek, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon hag anvet Kleierigoù[3]
- Ar Hyd y Nos, nouel kembraek.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1650 e voe embannet e Kemper an Nouelou Ancien ha Devot, savet gant Tangi Gwegen. Adembannet eo bet gant Preder.