Nicolaus Copernicus
Nicolaus Copernicus | |
---|---|
![]() Nicolaus Copernicus | |
Ganet | 19 a viz C'hwevrer 1473 Toruń (Prus, Rouantelezh Pologn) |
Marvet | 24 a viz Mae 1543 Frombork (Prus, Rouantelezh Pologn) |
Annez | Toruń, Frombork, Kraków, Padova, Bologna |
Broadelezh | Polonat |
Tachennoù | steredoniezh, matematik, mekanikerezh, armerzh |
Diplomet | Skol-Veur Bologna Skol-Veur Padova |
Brudet evit | Kreizheoliekadur |
Oberennoù heverk | Commentariolus, De revolutionibus orbium coelestium |
Sinadur![]() | |
kemmañ ![]() |
Nicolaus Copernicus (latin), Mikołaj Kopernik (poloneg), (Toruń 19 a viz C'hwevrer 1473 - Frombork 24 a viz Mae 1543), eo ar steredoniour european kentañ empentet gantañ ur patrom kreizheoliek eus Koskoriad an Heol. Gwelet e vez e levr De revolutionibus orbium coelestium evel poent-deroù ar steredoniezh a-vremañ.
Heuliadoù niverus ar gavadenn o devoa degaset kemmoù war tachennoù lies ar skiantoù, ar relijion hag ar brederouriezh. Kaoz a zo bet eus ur reveulzi copernikan.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nicolaus Copernicus a oa bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1473 en ur familh pinvidik eus kêr Thorn, e Pomerania. An tad, anvet ivez Nicolaus, zo ur bourc'hiz eus Kraków deuet da vevañ e Thorn nebeut amzer a-raok ma vefe aloubet ar rann-vro gant Rouantelezh Polonia. Deuet e oa a-benn memestra da vezañ tailhanter kêr. Ar vamm a oa, Barbara Watzelrode (pe Watzenrode) unan eus familhoù koshañ Thorn, war e seblant a orin eus Silezia.
Bevet en deus Nicolaus e yaouankiz e Thorn da gentañ o vevañ er 17 straed Santez Anna (hiziv adanvet straed Copernicus) goude-se e oa dilojet ar familh er 36 plasenn ar marc'had er memes kêr pa oa eñ 7 vloaz. Desket e oa bet ar vugel war an arzoù, ar sonerezh hag al lizhiri. Skoliataet e oa bet e skol iliz Sant-Yann.