Tsahal
| Rann eus | nerzhioù surentez Israel |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 26 Mae 1948 |
| Lealded | Israel |
| Anv ofisiel | צבא הגנה לישראל |
| Anv er yezh a orin | צבא הגנה לישראל |
| Anv berr | צה"ל, IDF |
| Vocalized name | צְבָא הַהֲגָנָה לְיִשְׂרָאֵל |
| Den e penn an aozadur | Chief of the General Staff |
| Prezidant | Herzi Halevi |
| Stad | Israel |
| Aozadur mamm | Ministrerezh Difenn Israel |
| Isaozadur | Israeli Air Force, Israeli Navy, Israeli Ground Forces |
| Sez sokial | HaKirya |
| Erlec'hiañ a ra | Haganah, Irgun, Lehi |
| Darvoud-alc'hwez | March 2025 Rafah humanitarian convoy attacks |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.idf.il, https://www.idf.il/en, https://www.idf.il/ar, https://www.idf.il/fr, https://www.idf.il/es |
| Istor | history of the Israel Defense Forces |
| Item operated | equipment in Israeli military service |
| Renet gant | Kentañ Ministr Israel |
| Roll elfennoù | IDF military operations |

Tsahal (צה"ל) eo teskanv boas צבא ההגנה לישראל Tzva HaHagana LeYisra'el (Arme Difenn Israel) evit ober anv eus arme Stad Israel.
Dindan an anv-se eo strollet an tirlu, an aerlu, ar morlu hag ar c'hevredigezhioù spierezh israelian. Krouet eo bet d'ar 26 a viz Mae 1948 evit erlec'hiañ an Haganah. Arme Difenn Israel a zo renet gant Penn uhel al Lu, hag a zo dindan urzhioù Ministr an Difenn eus Israel. Dre urzh ar c'hentañ ministr David Ben Gourion e oa bet savet al lu, evit kaout ul lukoñskriv. Ar soudarded kentañ a oa bet o tont eus aozadurioù damsoudardel ar Yishuv: Haganah, an Irgun, hag al Lehi. Savet e oa bet nebeut amzer goude disklêriadur dieubidigezh Israel hag abaoe en deus kemeret perzh en holl stourmadennoù eus ar vro. Dres a-raok skrid-emglev a beoc'h Israel-Egipt 1979 hag Israel-Jordania e 1994, Arme Difenn Israel a oa bet rediet seveniñ un adaozañ a-fed strategel. Ledet war an harzioù ha talbennoù Liban ha Siria evit an norzh, Jordania hag Irak er reter, hag Egipt er su— an ADI a oa bet o lakaat nerzh hag evezh war-zu su Liban hag aloubiñ an tiraidoù Palestinian (Bandenn Gaza ha riblenn Kornôg, gant reter Jeruzalem). E 2000, arme Israel a oa kilet diouzh su Liban hag e 2005 diouzh Gaza. Abaoe e oa kendalc'het stouramdennoù etre Israel hag ar strolladoù armet eus Gaza, dreist-holl Hamas. Goude-se e oa bet, kalz obererezhioù armet war harzoù Israel–Siria abaoe 2011, dre ma oa distabilder er rannvro gant Brezel diabarzh Siria.
Abaoe 1967, an ADI a zo tostaet c'hoazh a-fed surentez ouzh Stadoù-Unanet Amerika, kement war tachennoù an enklask hag an diorroadur armoù, gant strivoù kengred war an F-15I hag ar sistem difenn Arrow, gant lod all. Arme Difenn Israel a vez soñjet da vezañ armet gant armoù nukleel abaoe 1967, istimadurioù a zo e vije perc'henn war 80 betek 400 penn nukleel. Arme Difenn Israel a zalc'h tiriadoù Palestinian lies dre gwaskañ, aozañ un disparti lezennel, ha chom hep doujañ ouzh gwirioù diazez ar Balestinianiz betek chom hep doujañ gwirioù mab-den ar pezh a zegas burutelladennoù lies ha garv eus Israel hag an Arme.
Istor an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'habined israelian en devoa kadarnaet an anv "Nerzhioù Difenn Israel" (hebraeg: צְבָא הַהֲגָנָה לְיִשְׂרָאֵל), Tzva HaHagana LeYisra'el, "an arme evit difenn Israel,". An anv a vije bet tu da gaout a oa Tzva Yisra'el (hebraeg: צְבָא יִשְׂרָאֵל). An anv a oa bet choazet peogwir e oa soñjet e touge ar mennozh e oa an arme o vezañ unan gant ur rol difenn hag an anv a oa ivez oc'h enbarzhiañ an anv Haganah, an aozadur damsoudardel a-raok a vije eus Stad Israel hag ar soudarded kentañ eus al lu nevez. E-touez enebourien kentañ an anvadur-se e oa bet ar ministr Haim-Moshe Shapira hag ar Strollad Hatzohar, ar re-se o vezañ evit Tzva Yisra'el.
