Bandenn Gaza

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kartenn eus Bandenn Gaza

Bandenn Gaza, pe Strizhenn Gaza (قطاع غزة, Qita' Ghazzah, en arabeg, רצועת עזה, Retzuat 'Azza, en hebraeg) zo un dachenn douar lec'hiet e mervent Israel. Evel Sisjordania e oa bet aloubet gant arme Israel ha melestret e rankfe bremañ gant Aotrouniezh Vroadel Palestina, met tapet eo bet ar galloud eno gant al luskad Hamas e 2007.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bandenn Gaza a denn hec'h anv eus hini ar gêr vrasañ er c'hornad, Gaza pe Ghazza.

Israel ha Bandenn Gaza[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da-heul an diviz kemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet d'an 29 a viz Du 1947, e oa Palestina da vezañ rannet e div stad dizalc'h, ur stad yuzev hag ur stad arab ; ar stad arab a oa d'en em ledañ, dre vras, war Sisjordania ha Bandenn Gaza. Gant ar broioù arab amezek e voe nac'het ar rannadur-se ha disklêriañ a rejont ar brezel a-enep ar stad yuzev (Israel). Un arsav-brezel a voe e 1949 etre Israel hag ar broioù arab ha drezañ e voe lakaet douaroù Sisjordania e dalc'h stad Jordania. Bandenn Gaza, hi, a voe fiziet ar melestradur anezhi en Ejipt. Goude ar Brezel c'hwec'h devezh, e 1967, e voe aloubet an douaroù-se gant Israel. Bandenn Gaza a voe staget ouzh Israel neuze betek 1994, pa oa bet sinet Emglevioù Oslo. Hervez an emglev-se e oa un doare gouarnamant emren, Aotrouniezh Vroadel Palestina, da ren war 80% eus an douaroù palestinat a oa bet aloubet e 1967. E gwirionez e talc'has arme Israel da ren Bandenn Gaza betek 2005. Er bloavezh-se e voe rediet an trevadennoù savet gant Yuzevien da vont kuit gant gouarnamant Israel.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]