Mont d’an endalc’had

Neomak

Eus Wikipedia
Neomak
Bro orin Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Doare(où) Liesvouezhiek, hengounel, elektronek
Bloavezhioù oberiant Adalek 2019
Label(ioù) Airaka

Izili

Eneritz Aulestia
Alaitz Eskudero
Leire Etxezarreta
Irati Gutierrez
Maria Lasa
Amets Ormaetxea
Garazi Otaegi

Neomak zo ur strollad liesvouezhiek euskarat bet krouet e Gipuzkoa e 2019. Kanerezed eo ar seizh maouez, en em eil gant tri akordeon diatonek (eskusoinu txiki), taboulinoù karrezek (pandero), taboulinoù-stirlink (pandero ivez) ha sonerezh elektronek.

Kent sevel Neomak e oa ar seizh maouez sorginak — eilerezed[1] — ar soner akordeon hengounel Kepa Junkera (Bilbao, 10 a viz Ebrel 1965) war meur a leurenn er bed a-bezh.

Teir c'hanerez zo genidik eus Arrasate ; eus Asteasu, Deba, Zarautz ha Zizurkil eo ar peder arall[2].

Goude endevout sonet ha kanet a-goubladoù en tournamantoù kan-hag-akordeon en em vodas ar sorginak tro-dro da Gepa Junkera e 2014, ha tro ar bed a rejont : Alamagn, Bro-C'hall, Danmark, Maroko, Polonia, Portugal, SUA hag arall[3].

Pa c'hoarvezas ur gwallzarvoud gant Kepa Junkera e 2018 e voe paouezet gant an troiadoù, hag ar seizh sorgina a savas al laz Neomak, a rankas paouez ivez en abeg d'ar bedreuziad COVID-19. Pa voe peuzechu e c'halljont monet war meur a leurenn kent embann o fladenn gentañ, Neomak e 2022.

War leurenn vras Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned e voent o kanañ d'ar 1 a viz Gouhere 2023[4].

  • 2022 : Neomak, Airaka 010[5]
  1. Eilerezed an doueez Mari er wengelouriezh euskarat eo ar sorginak (unander : sorgina).
  2. (eu) Emziviz gant Irati Gutierrez da-geñver embann albom Neomak. Kavet : 02/07/2023.
  3. (eu) Naiz, 08/03/2022. Kavet : 02/07/2023.
  4. (br) GBB. Kavet : 02/07/2023.
  5. (eu) BADOK. Kavet : 02/07/2023.