Nekropol Gizah
Pennad lodek eus Lec'hioù Henegipt |
Lec'hioù |
---|
Nomoù / Kêrioù |
Monumantoù / Temploù |
Takadoù bro |
Goueled Egipt / Kreiz Egipt |
Gorre Egipt / Nubia |
Lec'hiadur |
- Evit kêr Gizah, gwelet amañ
Nekropol Gizah pe bered-veur Gizah (en arabeg: جيزة يسروبوليس), a reer eus ul lec'hienn arkeologel en Egipt lec'hiet war glann gleiz an Nil e bannlev Kaero. Brudet eo al lec'hienn-se er bed a-bezh abalamour da biramidennoù bras, C'houfou[1], C'hefren ha Mikerinos, hag eus Sfiñs, testenioù eus sevenadurezh Henegipt, war ur bladenn, un nebeud kilometradoù diouzh kêr.
Bered-veur Gizah
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Bered-veur Gizah war ur bladenn, er gouelec'h, 8 km diouzh kreiz-kêr Gizah ha 25 km diouzh Kaero. Eno emañ Piramidenn C'houfou (Anavezet ivez evel ar "Biramidenn vras" ha "Piramidenn C'houfou"); Piramidenn C'hefren, un tamm bihanoc'h ; Piramidenn Menkaoura (pe Mikerinos), krenn a-walc'h he ment, asambles gant un niver a savadurioù bihanoc'h anvet "piramidennoù rouanez"; ha Sfiñs Gizah.
Diwar an deir vrasañ, hini C'hefren hepken he deus miret ul lodenn eus he gwiskad orin e maen-raz levnet, tost d'hec'h apex. Seblantout a ra brasoc'h ar biramidenn-se evit hini C'houfou zo en he c'hichen abalamour ma oa bet savet en ul lec'h uheloc'h, ha dre ma'z eo sershoc'h speurennoù ar savadur. E gwirionez ez eo bihanoc'h koulz e-keñver he ment hag he zolzennad.
Bered-Veur Gizah zo bet darempredet abaoe an Henamzer gant beajerien ha touristed, ha brudet e oa er Marevezh hellenadek pa oa lakaet ar Biramidenn vras war roll seizh marzh ar bed gant Antipater Sidon. Hiziv an deiz ez eo an hini nemetañ eus holl ar marzhoù-se a chom.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Khéops e galleg
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |