Piramidenn vras Gizah
Piramidenn vras Gizah eo an hini goshañ ha brasañ eus teir firamidenn bered-veur Gizah e-kichen Kaero hiziv, en Egipt. A-douez Seizh Marzh ar Bed eo an hini nemetañ hag a zo chomet en e sav. Soñjal a reer e oa savet da veziañ C'houfou, ur faraon eus ar VI tierniezh (hellenekaet e Χεωψ, C'heops). Savet e oa e-korf 20 vloaz hag echuet e-tro 2560 kent JK[1]. Bet eo bet ar savadur brasañ savet gant mab-den e-pad 3 800 vloaz. A-wezhioù e vez anvet Piramidenn C'houfou[2].
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Piramidenn vras Gizah zo ul lodenn eus ur strollad savadurioù, en o zouez daou dempl kañv savet en enor da C'houfou (Unan tost d'ar biramidenn hag unan all e-tal an Nil), teir firamidenn bihanoc'h savet evit gwragez C'houfou, ha piramidennoù bihanoc'h memes, ur chaoser evit mont eus an eil templ d'egile, ha mastabaoù bihan evit an noblañs. En unan eus ar piramidennoù bihan emañ bez ar rouanez Heteferes (dizoloet e 1925), c'hoar ha gwreg Sneferou ha mamm C'houfou. Ur gêr a oa bet savet evit al labourerien e Gizah, enni ur vered, bouloñjerezhioù, ur vreserezh hag un deuzerezh kouevr. Muioc'h a savadurioù zo bet dizoloet gant ar raktres kartennaouiñ eus Gizah.
Un nebeud kantadoù a vetradoù er gevred d'ar biramidenn vras emañ Piramidenn C'hafra, un tammm bihanoc'h, Unan eus warlerc'hidi C'houfou a vez sellet outañ evel saver ar Sfiñs bras, hag un tamm pelloc'h er mervent emañ Piramidenn Menkaoura, warlec'hiad C'hafra, zo un hanter gwezh bihanoc'h war vete nebeut.
Soñjal a ra ar pep brasañ eus ar skiantourien e oa echuet e 2560 kent J.-K.[3]. Daoust ma'z a an deiziad-se a-enep ar bloaziadur dre radiokarbon, ez eo harpet gant ar fed ma ne gaver ket roudoù arkeologel eus bezañs ur sevenadurezh hag ur boblañs bras a-walc'h pe eus barregezhioù tekenek en tolead-se kent ar pevare tierniezh.
Krediñ a ra lod e vije bet vizir C'houfou, Hemiounou, a vije bet tisavour ar biramidenn[4]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ashmawy, Alaa, "The Great Pyramid of Giza", The Seven Wonders, 2004, lennet d'ar 4 a viz Here 2007
- ↑ The Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. Oxford University Press, New York, 2001. embannet gant Dana M Collins. levrenn II, Pajenn 234.
- ↑ [1]
- ↑ Kimmelman, Michael, "Egyptian Art: The Mysterious Lure of an Old Friend", The New York Times, 17 a viz Gwengolo 1999
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skeudennoù eus piramidenn C'houfou dre loarell (29°58'51"N 31°09'00"E) - war WikiMapia = Google maps + wiki
- Gweladenn eus ar biramidenn vras e skeudennoù gant ar Great Pyramid of Giza Research Association.
- Fullscreen Quicktime VR Panorama' Piramidenn Gizah
- Skeudennoù eus piramidenn Gizah
- Pyramidcam!
- digital.egypt - QTVR fullscreen panoramas on Giza Plateau
- Egypt Pyramids Skeudennoù eus piramidenn Gizah embannet dindan "Creative Commons License"