Amzeriatadur dre radiokarbon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An amzeriatadur dre radiokarbon (pe dre garbon 14), pe bloaziadur dre radiokarbon, zo un amzeriatadur radiometrek diazezet war muzul oberiegezh radiologel ar c'harbon 14 (14C) a gaver en danvez organek a glasker anavezout e oad peurvoudel, da lavaret eo an amzer aet hebiou abaoe e varv.

En henoniezh hag e paleoantropologiezh e servij kalzik an teknik-mañ, bet peuraozet gant ar fizikour-kimiour stadunanat Willard Libby (1908-1980) e dibenn ar bloavezhioù '40.