Mont d’an endalc’had

Nazik al-Abid

Eus Wikipedia
Nazik al-Abid gwisket gant ul lifre soudard

Nazik al-Abid (نازك العابد en arabeg) (18981959) a oa ur vaouez eus Siria a voe lesanvet "Janed Ark an Arabed" e broioù ar C'hornôg. Stourm a reas evit gwirioù ar merc'hed hag evit dizalc'hted Siria.

Ganet e voe Nazik al-Abid en ur familh bourc'hizien a orin kurd eus Damask. Ober a reas he studioù e Mosoul, a oa da neuze, evel Damask, en Impalaeriezh Otoman. Ur vaouez desket e oa, gouzout a rae alamaneg ha galleg. Hag hi yaouank e savas a-enep an Impalaeriezh hag a-du gant gwirioù an Arabed ha gwirioù ar merc'hed. En em lakaat a reas da skrivañ pennadoù e kazetennoù arabek, ha sevel a reas he c'helaouenn dezhi "Nur Al Fayha’a". En he skridoù e c'houlenne ma vefe kaset ar merc'hed d'ar skol. Gwelet fall e oa gant bourc'hizien ha mirourien Damask dre ma save a-enep an urzh kozh.

Dibab a reas chom hep derc'hel kont eus an diforc'hioù etre kumuniezhioù Siria, etre Kurded, Arabed, Sunnited, Chiited, kristenien. Eviti e oa pouezus unvaniezh an emsav arab a-enep yev an Impalaeriezh Otoman. Goude ar Brezel-bed Kentañ e savas a-du gant ar renad nevez krouet e Siria, dindan ar roue Faysal I. Pa voe lakaet Siria dindan galloud Bro-C'hall e stourmas ouzh an arme c'hall. Kemer a reas perzh en Emgann Maysalun e 1920, etre arme Rouantelezh arab Siria hag ar soudarded c'hall. Goude an emgann-se e voe kaset d'an harlu gant ar C'hallaoued, ha bevañ a reas en Istanbul e-pad daou vloaz. Distreiñ a reas da Siria, met argaset e voe c'hoazh ha kavout a reas repu e Jordania. Ne voe lezet da zistreiñ da Siria nemet pa reas gouestl, dre skrid, ne stourmfe ket ken war an dachenn bolitikel. Derc'hel a reas da vezañ oberiant avat, evit gwirioù an dud, hag ar merc'hed dreist-holl.

Bez' e voe unan eus ar re a savas ar Steredenn Ruz (ur strollad heñvel ouzh ar Groaz Ruz), ha goude Luskad ar C'hreskloar Ruz e Siria, e 1922. Gant maouezed all e c'houlenne ar gwir da votiñ evit ar merc'hed.

Diwezhatoc'h ez eas da vevañ da Veirout ha dimeziñ a reas d'ul Libanad, Mohammad Jamil Bayhum, e 1927. Eno e klaskas kas kaoz ar merc'hed war-raok ivez. Mervel a reas e Beirout e 1959.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]