Mont d’an endalc’had

Mosoul

Eus Wikipedia
Ur sell war Mōṣul : ur pont zo war stêr Tigris ; er foñs : ar voskeen veur

Mosoul (arabeg : الموصل‎‎ El-Mōṣul; sirieg : ܡܘܨܠ‎, Māwṣil) zo ur gêr e norzh Irak, 400 km eus Baghdad.
War glann dehoù ar stêr Digris e oa ar gêr hen, a oa enebet ouzh Ninive ("Ninweh") a oa war ar glann gleiz. Hiziv, gant kresk ar c'hêriekadur, en em led kêr Vosoul war daou ribl ar stêr. Eil kêr brasañ bro Irak eo hiziv-an-deiz.

Sez Mosoul (1261-1262)

Kement ha "lec'h liammañ", "lec'h unaniñ" e talvez Mōṣul ha Māwṣil, rak eno e veze listri oc'h ober modedone etre div c'hlann ar stêr a-raok ma vefe bet savet ur pont. Abalamour d'he lec'hiadur e voe kêr ul lec'h emgann pouezus etre an nerzhioù a felle dezho bezañ mistri war Irak.
Al-Faiha ("ar baradoz"), Al-Khaḍrah ("ar gwer") pe Al-Hadbah ("an dosenn") eo lesanvioù Mōṣul er bed arabek. Raloc'h e kaver an termenadurioù "Perlezenn an norzh" pe "Kêr ar milion a soudarded".

Meur a emgann drastus zo bet e kêr Vosoul pe tro-dro.

Brezel-diabarzh Irak

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad brezel diabarzh Irak (2014-2016) a-enep ar Stad Islamek :

Tud anavezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.