National Basketball Association

Eus Wikipedia
Logo skrivet an NBA

An National Basketball Association, berraet e NBA, a zo kevredigezh pennañ basketball Norzhamerika (Stadoù-Unanet Amerika ha Kanada), bet krouet e 1946 gant ar Basketball Association of America (Kevredigezh Basketball Amerika). E 1949, goude ma voe kendeuzet gant an NBL (National Basketball League), ar c'hevread a oa bet adanvet NBA. An NBA eo unan eus ar pevar c'hevread a-vicher eus ar Stadoù-Unanet gant an NFL (Amerikan football), an MLB (ar baseball) hag an NHL (hoke war skorn).