Mont d’an endalc’had

Morlu ar Stadoù-Unanet

Eus Wikipedia
United States Navy
Morlu
Rann eusArmeoù ar Stadoù-Unanet, United States Department of the Navy, United States Navy SEALs Kemmañ
Deiziad krouiñ13 Her 1775 Kemmañ
Anv er yezh a orinUnited States Navy Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hPentagon, Virginia Kemmañ
IsaozadurJoint Typhoon Warning Center Kemmañ
Sez sokialPentagon Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.navy.mil/ Kemmañ
HashtagUSNavy, usnavy Kemmañ
Item operatedUnited States Navy and Marine Corps aircraft fleet, United States Navy fleet Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadHet Scheepvaartmuseum Kemmañ
Siell an US Navy.

An United States Navy pe US Navy eo arme-vor Stadoù-Unanet Amerika, skourr d'an United States Armed Forces. An hini vrasañ er bed eo abaoe an Eil Brezel-bed. Er servij e vez 323 792 ezel ha 108 515 en United States Navy Reserve. 282 bag brezel kas a vez gant ar morlu-se ha tro 3 700 karr-nij oberiant e miz Meurzh 2018, ar pezh a laka anezhi da vezañ an eil a-fed nijerezioù ha nerzh goude Morlu Rusia[1]. An United States Navy a zo bet krouet a-ziwar ar C'hontinental Navy, a oa bet savet e-kerzh ar Brezel reveulzier stadunanat. Nebeut amzer goude fin ar brezel e oa bet roet lamm d'ar C'hontinental Navy. Goude ma vije bet kolloù dafar bras ha denel gant ar morlaerien barbaresk eus Aljer, Kongres ar Stadoù-Unanet a lakae da dremen an Akta Mor eus 1794 a roe urzh da sevel c'hwec'h fourgadenn. kentañ bigi an US Navy e oant.

An United States Navy o doa c'hoariet ur rol diazez e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika dre sevel ur blokus pe kaeladur eus ar C'hengevread da gentañ ah goude-se aloubiñ ar stêrioù. Bez eo bet diazez ivez e-kerzh an Eil brezel-bed evit trec'hiñ Impalaeriezh Japan. Ar Morlu stadunaant a zo deuet er-maez eus an Eil Brezel-bed evel an hini galloudusañ dre ar bed. An United States Navy a-vremañ a zo ledet war ar bed a-bezh, gant nerzhioù pe flodadoù e Kornôg ar meurvor Habask, ar Mor Kreizdouarel hag ar meurvor Indian. Ur Morlu uhelvor eo dre ma vez an tu dezhi kaout nerzhioù kas dre ar bed, evezhiañ an arvorioù pa vez ar peoc'h, met ivez kaout un nerzh kas bliv ma sav bec'hioù lec'hel. Evel-se en em gav alies o kemer perzh en obererezhioù milourel stadunanat en estren-vro.

Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Morlu Impalaeriezh Japan vs US Navy e-keñver saverezh bigi
(1937–1945, e Tonennoù fiñvet)
MIJ USN
1937 45,000 75,000
1938 40,000 80,000
1939 35,000 70,000
1940 50,000 50,000
1941 180,000 130,000
1942–45 550,000 3,200,000

Martoloded brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hentañ prezidant stadunanat en devoa servijet an US Navy a oa bet John F. Kennedy, komandant ar vag PT-109.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]