Mont d’an endalc’had

Mor Kreizdouar

Eus Wikipedia
Mor Kreizdouar
adjacent sea, mediterranean sea, diazad doureier
Rann eusMeurvor Norzh Atlantel, Mediterranean Sea Area Kemmañ
Diazad doureierMediterranean Sea drainage basin Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°0′0″N 17°0′0″E Kemmañ
Lowest pointCalypso Deep Kemmañ
A zo stok ouzhAlmanzora basin, Cordillera Penibética, Afrika an Norzh Kemmañ
Darvoud-alc'hwezZanclean flood Kemmañ
Map
Skeudenn dre loarell

Ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel eo bet ar Mor Kreizdouar, met kazi kaeet eo bet gant an douaroù. En Norzh eo klozet gant Europa, er Su gant Afrika hag er Reter gant Azia. N'eo digor nemet eus tu ar c'hornaoueg gant strizh-mor Jibraltar na ra nemet 14,4 km. Gant ar vorourien e vez graet ar Mor Kreizdouar Euroafrikan pe Mor Kreizdouar Europa anezhañ evit ober ar c'hemm etrezañ hag ar morioù kreizdouar all.

Un hent bras-kenañ evit an treuzdougerezh dre vor eo bet er Ragistor hag en Henamzer pa zeuas da vezañ anat d'ar pobloù o doa ezhomm d'ober kenwerzh ha da sevel liammoù politikel ha sevenadurel, en o zouez pobl Egiptiz kozh, pobl ar C'hresianed, pobl ar Romaned ha pobloù ar Reter, Semited (an Arabed, ar Fenikianed hag ar Yuzevien en o zouez) ha Persed.
Unan eus mammennoù pennañ sevenadur ar C'hornôg eo bet ar pezh a zo c'hoarvezet a-gozh war aodoù ar Mor Kreizdouar.

Kreizdouar (kreiz + douar) a zeu eus troidigezh rik an anv-gwan latin mediterraneus, hemañ o treiñ ar gregaj mesogeios (μεσογεῖος). Bez' ez eus (bet) anvioù all :

  • Mare nostrum (Hor mor) evit ar Romaned;
  • "Mor bras" pe "Mor Kornôg" er Bibl;
  • ha-Yam ha-Tichon (הים התיכון) ar mor e-kreiz e hebraeg modern. Un droidigezh eus an alamaneg eo: Mittelmeer
  • Akdeniz (ar mor gwenn) e turkeg.