Montchamp (Calvados)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Montchamp | ||
---|---|---|
![]() An iliz. | ||
![]() | ||
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Normandi | |
Departamant | Calvados | |
Arondisamant | Vire | |
Kanton | Condé-sur-Noireau | |
Kod kumun | 14442 | |
Kod post | 14350 | |
Maer Amzer gefridi | Gilles Faucon 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes du canton de Vassy | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | ann. (2019)[1] | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 154 m — brasañ 260 m | |
Gorread | 16,2 km² | |
Lec'hiadur | ||
kemmañ ![]() |
Montchamp a oa ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.
Bodet e oa gant 13 kumun all d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Valdallière.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Moschans e 1202, Muscamps e 1234, Monchamps e 1630[2] ; akord eo al lec'hanvadurourion a-zivout talvoudegezh eil lodenn an anv : "champ", "parc", e galleg, met disemglev a sav evit dielfennañ al lodenn gentañ : un anv-den latin Molius hervez Albert Dauzat ha Charles Rostaing ha René Lepelley d'o heul[3] met un anv-den germanek hervez Ernest Nègre[4].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1778 e c'houlennas Charles-François Marie, aotrou Percy, digant eskob Bayeux ma voe krouet parrez Saint-Charles diwar ur c'hard eus parrez Montchamp, pezh a voe graet. Ar roue a roas dezhañ an aotre da lakaat sevel un iliz ha da grouiñ ur vered e-tal e gastell[5].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E-pad ar Goñvañsion e voe kemmet anv ar gumun, anvet e voe Montchamp-le-Grand evit gober an diforc'h gant Montchamp-le-Petit, an anv nevez bet roet da Saint-Charles-de-Percy[6].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rezistañs : d'an 13 a viz Eost 1941 e voe harzet pevar gwaz d'an Alamaned : Marcel Oblin, Camille Lamoureux, Marcel Lamoureux ha Roger Bouillon ; tud all, Henri Schuh en o mesk, a voe harzet e miz Mae 1944 goude bout bet flatret en un afer harz-lammadeg ; roet e voe ar Groaz-brezel 1939-1945 d'ar gumun e 1963[7],
- Oberadenn Bluecoat : dieubet e voe Montchamp gant ar 1st Battalion Welsh Guards eus an 11vet British Armoured Division d'ar 4 a viz Eost[8],
- Tud nann-soudard marvet abalamour d'ar brezel e 1944-1945 : c'hwezek den nann-soudard a varvas e Montchamp abalamour d'ar brezel, pevarzek anezhe e-pad Emgann Normandi (tri e miz Even, tri e miz Gouere hag eizh e miz Eost) ha daou e 1945 ; ur vombezadeg a lazhas daou zen kozh d'ar 15 a viz Even 1944, d'an 8 a viz Gouere e voe lazhet daou zen all gant ur vombezadeg-mindrailhadeg, abalamour d'ur vombezadeg e varvas pevar all d'ar 4 a viz Eost hag ur plac'hig pevar bloaz e dibenn miz Eost ; mervel a reas ur paotrig eizh vloaz e miz Gouere 1944 ; ur gwaz pevarzek vloaz ha tri-ugent a voe fuzuilhet gant an Alamaned d'ar 4 a viz Eost 1944 ; daou zen a voe lazhet pa darzhas ur vinenn e miz Gouere 1945[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Varzhin, XVIvet-XIXvet kantved[10] gant bezioù enni[11] gant taolennoù rummet enni[12].
Eilbrezel-bed[13][kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Plakenn Welsh Guards da soudarded ar 1st Battalion Welsh Guards, bet dieubet ar vourc'h gante d'ar 4 a viz Eost 1944.
- Peulvanig 60vet deiz-ha-bloaz an Dilestradeg (1944-2004).
- Monumant Muntridi an Naziouriezh en Arondisamant Vire, 1953.
- Monumant ar jeneral de Gaulle, deuet d'al lidadenn e 1953.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Endro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs 1962-2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | Kerzu 2015 | Gilles Faucon | digostezenn | Kelennour |
? | Meurzh 2001 | Robert Morel | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Izili eus ar Rezistañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Henri Schuh, harzet ha jahinet, bet en ur c'hamp-bac'h, marvet e 1946,
- Marcel Oblin, sekretour maerdi ha skolaer,
- Louise Oblin, e wreg.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Trois-Ponts (
Belgia) abaoe 2008[15].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha dave[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Albert Dauzat ha Charles Rostaing, Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Embannadurioù Sélection du Reader's Digest/Larousse, Pariz/Montréal, Bro-C'hall-Kanada, 1976
- ↑ René Lepelley, Dictionnaire étymologique des noms de communes de Normandie, Presses Universitaires de Caen, 1996 (ISBN 2-905461-80-2)
- ↑ Ernest Nègre, Toponymie générale de la France. 2. Formations non-romanes ..., Levrenn 2, Levrdi Droz, 1991, pajenn 962.
- ↑ PA00111660, Diellaoueg Mérimée
- ↑ 6,0 ha6,1 Fichenn kumun Monchamp, Cassini-EHESS
- ↑ Clioweb
- ↑ 1944 - The Battle of Normandy - The Memory
- ↑ Mémorial des victimes civiles en Normandie
- ↑ Clochers de France
- ↑ Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajennoù 57 ha 58
- ↑ Diellaoueg Palissy
- ↑ Normandie 44 - La Mémoire
- ↑ EBSSA
- ↑ Karta bet sinet d'an 9 a viz Mae 2008, La Voix - Le Bocage Nn 4495, d'ar 16 a viz Mae