Mongoleg
Mongoleg (, Монгол, Mongol) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Mongolia, Sina, Kirgizstan, Rusia |
Rannved : | Mongolia, Mongolia an Diabarzh, Bouryatia |
Komzet gant : | 5 700 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Mongolia, Mongolia an Diabarzh, Bouryatia |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | mn |
ISO 639-2 | mon |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | MON |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar mongoleg (Монгол) eo yezh vrudetañ ar yezhoù mongolek. Yezh ofisiel Mongolia ec'h eo ma vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud. Komzet e vez ivez e lec'hioù zo eus Sina hag e Rusia, dreist-holl e republik Bouryatia.
C'halc'heg eo anv ar rannyezh uhelañ hag a dalvez da yezh unvan, melestradurel ha lennegel Mongolia. Komzet e vez ar rannyezh-se er gêrbenn Ulaanbaatar.
Implijet ez eus bet meur a doare-skrivañ evit skrivañ ar mongoleg a-hed an amzerioù. Krouet e oa bet ar skritur ofisiel, al lizherenneg vongolek en XIIvet kantved hag implijet e veze e Mongolia betek 1943 pa gemeras he flas al lizherenneg kirillek. Klasket e vez lakaat an dud da adimplijout ar skritur hengounel, dreist-holl dre e gelenn er skolioù. Daoust ha ma oa bet ur raktres da skrivañ ar yezh gant al lizherenneg kirillek d'ar c'houlz m'en em gleve mat c'hoazh Sina gant an Unaniezh Soviedel, implijet ez eo bet an doare skrivañ hengounel a-hed an amzer betek bremañ e Mongolia ar Su (pe Mongolia an Diabarzh) (e Sina).
Un tanva eus ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Frazennoù talvoudus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Demat Сайн байна уу?
Mont a ra? Сайн байна уу?
Kenavo Баяртай
Ya Тийм
Nann Үгүй
Mat eo За
Trugarez Баярлалаа
Petra eo hoc'h anv? Таны нэр хэн бэ?
… eo ma anv Намай … гэдэг
Ar raganvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]MeБ и
Te Чи
Eñ /Hi Тэр
Ni Биз
C'hwi Та
Int Тэд
Goulennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Piv? Хэн?
Petra? Юу?
Pelec'h? Ха?
Penaos? Яаж?
Pegoulz? Хэзэ?
Pegement? Хэд?
Pe(hini)? Аль?
Devezhioù ar sizhun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dilun Даваа (гариг)
Dimeurzh Мягмар (гариг)
Dimerc'her Лхагва (гариг)
Diriaou Пүрэв (гариг)
Digwener Баасан (гариг)
Disadorn Бямба (гариг)
Disul Ням (гариг)
Ar mizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Miz Genver Нэгдүгээр сар
Miz C'wevrer Хоёрдугаар сар
Miz Meurzh Гурвдугаар сар
Miz Ebrel Дѳрѳвдүгээр сар
Miz Mae Тавдугаар сар
Miz Mezheven Зургаадугаар сар
Miz Gouere Долдугаар сар
Miz Eost Наймдугаар сар
Miz Gwengolo Есдүгээр сар
Miz Here Аравдугаар сар
Miz Du Арваннэгдүгээр сар
Miz Kerzu Арванхоёрдугаар сар
An niveroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan Нэг
Daou Хоёр
Tri Гурав
Pevar Дѳрѳв
Pemp Тав
C'hwec'h Зургаа
Seizh Долоо
Eizh Найм
Nav Ес
Dek Арав
Unnek Арван нэг
Daouzek Арван хоёр
Trizek Арван гурав
Pevarzek Арван дѳрѳв
Pempzek Арван тав
C'hwezhek Арван зургаа
Seitek Арван долоо
Tric'hwec'h Арван найм
Naontek Арван ес
Ugent Хорь
Unan-warn'n-ugent Хорин нэг
Tregont Гуч
Daou-ha-tregont Гучин хоёр
Daou-ugent Дѳч
Tri-ha-daou-ugent Дѳчин гурав
Hanterkant Тавь (Тавин gant niveroù kevrennek)
Tri-ugent Хар (Харан)
Dek-ha-tri-ugent Дад (Дадан)
Pevar-ugent Ная (Наян)
Dek-ha-pevar-ugent Ер (Ерэн)
Kant Зуу (Зуун)
Mil Мянга (Мянган)
Kentañ Нэгдэх
Eil Хоёрдахь
Trede Гуравдахь
Pevare Дѳрѳвдэх
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Grand-Clément, S. (?) ‘’Le mongol au vent des Steppes’’, (treuzskrivet gant al lizherenneg latin)
- (tk) Karaağaç, G. ha Kartallıoğlu, Y. (2009)‘’Moğolca-Türkçe Konuşma Kılavuzu ’’, Istanbul: Kitabevi (implijet al lizherenneg kirillek nemetken)
- (fr) Legrand, J. (1997) ‘’Parlons mongol’’, Pariz: L’Harmattan * (fr) Xenmedex, B. (1972) ‘’Guide de conversation franco-mongole’’, Pariz: Imprimerie Nationale (implijet koulz al lizherennek vongolek hengounel hag al lizherenneg kirillek)
- (en) Sanders, A. & Bat-Ireedüi, J. (1999) ‘’Colloquial Mongolian’’, London: Routledge (implijet al lizherenneg kirillek dreistholl)
- (fr) Xenmedex, B. (1972) ‘’Guide de conversation franco-mongole’’, Pariz: Imprimerie Nationale (implijet al lizherenneg kirillek nemetken)
Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ethnologue
- Monumenta Altaica. Grammars, Texts, Dictionaries, Bibliographies of Mongolian and other Altaic languages
- Geriadur Mongoleg-Saozneg
- Mongoleg klasel
- Omniglot. Lec'hienn dispar diwar-benn an doareoù-skrivañ
- Skrivañ mongoleg gant Windows XP
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |