Mont d’an endalc’had

Oulaanbaatar

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ulaanbaatar)
Ar gwel war Oulaanbaatar
Gwel war Ulaanbaatar adal torgenn Zaisan
Manati Gandantegchinlen Khiid

Oulaanbaatar (e mongoleg : Улаанбаатар pe ᠤᠯᠠᠭᠠᠨ ᠪᠠᠭᠠᠲᠤᠷ, distaget /ˈuːlɑːn ˈbɑːˌtɑr/, a dalv "An Haroz Ruz", skrivet gwezhall Ulan Bator) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Mongolia. Enni ez eus ouzhpenn 1.672.000 a dud o chom (2021).

Emañ Oulaanbaatar en hanternoz kreiz ar vro, war-dro 1310 metr a-us live ar mor, e traoñienn ar stêr Toul. Ulaanbaat eo kêr vrasañ Mongolia ha kreizenn sevenadurel, greantel ha kenwerzhel ar vro. Gallout a reer mont di eus pep korn ar vro dre an hentoù, ha liammet eo ivez ouzh Rusia ha Republik Pobl Sina war-bouez linennoù tren.

Savet e voe Oulaanbaatar e 1639, evel ur greizenn relijiel voudaek, gant manatioù, ha ne greskas da vat nemet en XXvet kantved pa zeuas da vezañ ur gêr c'hreantel vras. Kalz a savadurioù savet d'ar mare-se zo warno liv an disavouriezh nevez-klasel a veze kavet en Unvaniezh Soviedel e-kreiz an XXvet kantved.

Unan eus ar savadurioù kaerañ a weler e kêr eo manati boudaek Gandantegchinlen Khiid.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]