Moktezuma Iañ

Eus Wikipedia
Moktezuma Iañ
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh1398 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTenochtitlan Kemmañ
Deiziad ar marv1469 Kemmañ
Lec'h ar marvTenochtitlan Kemmañ
TadHuitzilihuitl Kemmañ
MammMiahuaxihuitl Kemmañ
Breur pe c'hoarChimalpopoca Kemmañ
PriedChichimecacihuatzin I Kemmañ
BugelAtotoztli II, Chichimecacihuatzin II Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargTlatoani of Tenochtitlán Kemmañ
Erlec'hiet gantAxayacatl Kemmañ
Erlec'hiañ a raItzcoatl Kemmañ
Present in workCivilization VI, Civilization V Kemmañ


Moktezuma Iañ (bet ganet e 13981469), a oa ar pempvet impalaer Aztek. E-pad e ren e oa bet kreñvaet an impalaeriezh aztek, kemeret e oa bet douaroù ec'hon digant amezeien an Azteked, ha Tenochtitlan a zeuas tamm-ha-tamm da vezañ ezel pennañ ar c'hevredad Aztek Tridoubl. E vreur Tlakaelel a oa Cihuacoatl, da lâret eo "Kuzulier kentañ" e-pad e ren ha lod eus ar mammennoù a lak un darn vras eus berzh Moktezuma war gont Tlakaelel. Kement-se avat a c'hallfe bout un ijinadenn graet goude an aloubadenn[1].

E anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moktezuma Iañ er C'hodex Telleriano-Remensis, using the diadem glyph.

Anavezet eo ivez get an anvioù Motecuhzoma Ilhuicamina, Huehuemotecuhzoma pe Montezuma I

E anv kentañ, distaget [moteːkʷˈsoːma] e Nahouatleg klasel, a dalvez "Krizañ a ra e dal evel un aotrou". Skrivet e vez ivez Montezuma, Motecuhzoma, hervez ar skrivagnerien. Ilhuikamina, distaget [ilwikaˈmiːna], a dalvez "tennañ a ra ur saezh en oabl". Er skritur Aztek, e c'halle bezañ aroueziet get un daledenn a dalvez "aotrou", pe gant ur saezh o nodiñ un dresadenn eünaet eus an oabl.

Huehemotecuhzoma a dalvez "Den kozh Moktezuma" pe "Moktezuma an henañ", evit lakaat kemm get Moktezuma II.

An etnoistorourez Susan D. Gillespie (1989) he deus lavaret ne vije ket bet Moktezuma e anv gwirion pa oa bev met Ilhuikamina hepken, hag e vije bet adanvet Moktezuma diwezhatoc'h gant an danevellourien a skrivas goude an aloubadeg a-benn gallout tostaat muioc'h e vuhez ouzh hini ar Moktezuma diwezhañ. Sellet a rae an Nahouaed ouzh an istor evel ur c'helc'hiad hag e hañvale bezañ jaojabl e vefe bevet buhezioù damheñvel gant kentañ tiern un dierniezh hag an hini diwezhañ. Goulakadenn ar cheñchamant anv goude e varv zo harpet gant ar mammennoù ma lenner a-wezhioù e oa Ilhuikamina e anv orin hag e oa bet kemmet gant e dad. Mammennoù piktografek a harp ivez ar c'houlakadenn-se kar ar glif anv Tlatoanis a vez lennet Ilhuicamina hepken ha morse Moktezuma.

Lignez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa Moctezuma da Huitzilihuitl, an eil impalaer Aztek, ha Miahuaxihuitl, merc'h Tezcacohuatzin (anvet ivez Ozomatzin pe Ozomatzinteuctli e lod eus ar mammennoù), tlatoani Cuauhnahuac, a oa sorser ivez a-hervez. Hervez ar vojenn, pa oa bet nac'het ouzh Huitzilihuitl dimeziñ gant Miahuaxihuitl gant he zad Tezcacohuatzin, an impalaer a dennas ur saezh goullo, ennañ brageriz, e palez Miahuaxihuitl. Miahuaxihuitl a zeuas da vout dougerez en ur feson burzhudus goude bout lonket unan anezhe hag e c'hanas Moktezuma. E c'hallfe bout orin an anv Ilhuicamina. Diwezhatoc'h e euredas Moktezuma nizez e vamm, Chichimecacihuatzin.

Ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moktezuma a gemeras ar galloud e 1448, goude marv e eontr Itzcoatl. Evel tlatoani, Moktezuma a startaas ar gevredadenn gant div bobl amezek : Tlacopan (ur rouantelezh vihan dizalc'h) ha Texcoco. Er gevredadenn dridoubl-se, 4/5 eus an tachennoù nevez aloubet a veze rannet etre Texcoco hag an Azteked, hag ar bempvedenn a chome a veze roet da Dlacopan.

E-touez e vrasañ oberioù, Moctezuma Iañ ha Nezahualcoyotl Texcoco a lakaas sevel ur reizhiad dourbontoù doubl a bourchase dour fresk da gêr Tenochtitlan.

Kaset e oa harzoù an impalaeriezh aztek en tu all da draoñienn Mec'hiko gant Moktezuma, betek aod Pleg-mor Mec'hiko. Faezhañ a reas pobl an Huasteked hag an Totonaked ha lakaat an dorn evel se war madoù a bell vro evel ar fav kakao, kaoutchouk, kotoñs, frouezh, pluñv, ha kregin.

War-dro 1458, Moctezuma a renas un ergerzhadenn vrezel e bro ar Viksteked a-enep keoded-Stad Coixtlahuaca, war zigarez e vije bet graet vil ouzh marc'hadourien aztekat. En despet d'ar skoazell degaset gant brezelourien eus Tlaxcala ha Huexotzingo, enebourien an azteked a viskoazh, e oa faezhet ar Viksteked. Endra e oa lezet ar pep brasañ eus ar pennoù da zerc'hel o renk, ar rener Mikstek Atonal a oa mouget en un doare lidel hag e diegezh kemeret evel sklaved. Hervez ar C'hodex Mendoza e veze paeet gant Coixtlahuaca un truaj, anezhañ 2000 pallenn (5 seurt anezhe), 2 harnez brezel gant tokarnioù ha skoedoù, troioù-gouzoug maen prizius gwer, 800 torkad pluñv glas, 40 sac'had livadur, hag 20 podad poultrenn aour.

Hevelep tagadennoù a oa renet a-enep Cosamaloapan, Ahuilizapan (Orizaba), ha Cuetlachtlan (Cotaxtla).

Kartenn a ziskouez kresk an impalaeriezh aztek gant an takadoù aloubet gant ar renerien aztek. Aloubadennoù Moktezuma Iañ zo merket e roz[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gillespie, opus meneget, p. 132
  2. Kartenn savet diwar Hassig (1988)


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gillespie, Susan D. (1989). The Aztec Kings: The construction of rulership in Mexica history. Tucson: University of Arizona Press. ISBN 0-8165-1339-2.
  • Hassig, Ross (1988). Aztec Warfare: Imperial Expansion and Political Control. Norman: University of Oklahoma Press. ISBN 0-8061-2121-1.
  • Townsend, Richard F. (2000). The Aztecs, revised ed., London: Thames and Hudson. ISBN 0-500-28132-7.
  • Weaver, Muriel Porter (1993). The Aztecs, Maya, and Their Predecessors: Archaeology of Mesoamerica, 3rd ed., San Diego: Academic Press. ISBN 0-01-263999-0.
En e raok:
Itzcoatl
Moktezuma Iañ, Tlatoani of Tenochtitlan

14401469

War e lerc'h:
Axayacatl