Aotrounez an deiz

Eus Wikipedia
Aotrounez deizioù kentañ ar bloaz, skeudennaouet er C'hodex Borgia gant an arouezioù liammet oute.

E mitologiezh an Azteked, Aotrounez an deiz (Tonalteuctin) a oa ur strollad trizek doue hag a rene war pep a zeiz resis a glote gant unan eus an trizek baradoz(Daveoù a vank). Dont a rae ar rummadoù trizek devezh en-dro er c'halander, hag ar memes doue a zeue en-dro eta bep trizek devezh. E Kalander an Azteked, aotrounez an deiz zo[1] :

  1. Xiuhtecuhtli, doue an tan hag an amzer.
  2. Tlaltecuhtli, doue an douar.
  3. Chalchiuhtlicue, doueez an dour, al lennoù, ar stêrioù, ar morioù, ar gouerioù, hag ar barradoù-amzer.
  4. Tonatiuh, doue an Heol.
  5. Tlazolteotl, doueez ar c'hoant, ar friantaj, hag ar gwalloberoù a denn d'ar rev.
  6. Mictlantecuhtli, doue ar bed dindandouar.
  7. Centeotl, doueez ar maiz[2]. Anavet ivez evel Chicomecoatl[3], doueez al labour-douar.
  8. Tlaloc, doue ar gurun, ar glav hag ar c'hrenoù-douar.
  9. Quetzalcoatl, doue ar furnez, ar vuhez, an anaoudegezh, ar werelaouenn, ar strujusted, patrom an avelioù hag ar gouloù, Aotrou ar c'hornôg.
  10. Tezcatlipoca, doue ar brovidañs, ar materi hag eus ar pezh zo diwelus, rener an noz, Arzh Bras, Aotrou an norzh.
  11. Mictecacihuatl, doueez ar bed dindandouar.
  12. Tlahuizcalpantecuhtli, doue ar sav-heol.
  13. Citlalicue, doueez ar "stered maouezed" (Hent Sant-Jakez).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Adela Fernández, Dioses Prehispánicos de México, Mec'hiko, 1998, pp. 140-141, ISBN:968-38-0306-7
  2. Adela Fernández, Dioses Prehispánicos de México, Mec'hiko, 1998, p. 131, ISBN:968-38-0306-7
  3. Cecilio Agustín Robelo, Diccionario de Mitología Nahua, Mec'hiko, 1905, p. 72, ISBN:978-9684327955