Mont d’an endalc’had

Moktezuma II

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Moktezuma, anvet ivez Motecuhzoma Xocoyotzin (bet ganet war-dro 1466 – tremenet e 1520), a oa ur rener aztek ("huey tlatoani" Tenochtitlan), e penn ar gevredadenn aztek tridoubl eus war-dro 1502 – betek 1520. Anavezet eo bremañ evel rener an impalaeriezh aztek e deroù aloubadeg Mec'hiko gant ar Spagnoled.

Levezonet eo bet ar soñj hon eus dalc'het eus Moktezuma en istor gant e berzh evel rener ur vroad faezhet, ha kalz mamennoù a zeskriv anezhañ evel un den dizintrudu hag hep youl. Abalamour da rakvarnioù an dud o deus savet ar mammennoù istorel ez eo diaez gouzout hag eñ en doa kemeret divizoù mat e-pad an aloubadeg. Nevez zo, istorourien zo o deus skrivet e tiskoueze raktresoù niverus Moktezuma, war dachenn an disavouriezh, ar skiantoù, an armoù hag ar relijion, e oa ur rener kreñv hag oberiant.Patrom:Fact

Stumm orin e anv e Nahouatleg a veze distaget [motekʷˈsoːma]. Un anv kevrennek eo, savet diwar un anv a dalvez "Aotrou" hag ur verb a dalvez "Krizañ e dal gant ar fulor". Abalamour da se e troer e anv gant "Krizañ a ra e dal evel un aotrou,"[1] "Eñ zo droug ennañ en un doare nobl,"[2] pe "Eñ a ya droug ennañ e-unan."[3] Skrivet eo bet en un niver a zoareoù. Hiziv ez eo Moktezuma (pe Moctezuma) an hini paotañ.

Implij un niverenn zo nevez ha ne dalvez ken evit lakaat kemmm get ar Moktezuma kentañ, a vez graet Moktezuma Iañ anezhañ, rak daoust d'an hini kentañ da vezañ tad-kozh-ioù egile, ne veze ket anvet ar renerien abalamour ma oant eus ar memes tiegezh e bro an Azteked. Ar c'hronikoù aztek a ra Motecuhzoma Xocoyotzin anezhañ, endra ma veze graet Motecuhzoma Ilhuicamina pe Huehuemotecuhzoma ("Moctezuma kozh") eus an hini kentañ. Xocoyotzin, distaget [ʃokoˈjotsin], a dalvez "an hini yaouank enoret".

Mammennoù buhezskrid Moktezuma

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dislavaroù a-leizh a gaver e deskrivadurioù buhez Moktezuma, ha dre se ne ouzer netra en un doare asur diwar e benn hag a-zivout e ren. War a seblant e ta an dislavaroù-se eus rakvarnioù a bep seurt. Konkistadored spagnat evel Bernal Diaz del Castillo ha Hernan Cortes a zeskriv Moktezuma evel ur rener garv hag hedro.

Ar c'hodex, savet gant Bernardino de Sahagún hag e ditourerien a orin eus Tlatelolco, keoded bet sujet gant Tenochtitlan, a vez douget peurliesañ da Dlatelolco hag d'he renerien , ha Moktezuma ispisial a vez deskrivet er c'hontrol evel ur rener laosk ha dinerzh, leun a vrizhkredennoù[4]. An istorour James Lockhart a laka o doa ezhomm an dud da gaout ur "bouc'h da vazhata" evit displegañ faezhidigezh an Azteked, ha Moktezuma a sammas ar roll-se.

Eñ eo avat a lakaas an impalaeriezh aztek d'ober he brasañ kresk abaoe an deroù. Dre ar brezel e lakaas anezhi da greskiñ betek er su ken pell ha Xoconosco er Chiapas ha strizh-douar Tehuantepec. Lakaat a reas sevel an Templo Mayor ha kemm a reas penn-da-benn reizhiad an truajoù. Kreskiñ a reas galloud Tenochtitlán war ar c'heodedoù kevredet o kemer al lec'h pennañ er gevredadenn aztek tridoubl. Krouiñ a reas un templ ispisial, gouestlet da zoueoù ar c'heodedoù aloubet, e diabarzh templ Huitzilopochtli. Sevel a reas ivez ur monumant en enor d'an tlatoani Tízoc.

Deskrivadur Moktezuma el lizheradur abred goude an aloubadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er pep brasañ eus al lennegezh skrivet goude an aloubadeg e teskriver Moktezuma evel ur gouizieg (tlamatini) kentoc'h evit ur brezelour. Skrivet eo bet e oa beleg hag e oa e penn ar c'halmecac, skol ar renkadoù uhelañ.

Hervez ar vojenn ne felle ket dezhañ bezañ tlatoani ha goude e zilennadenn e 1502 e oa bet kaset kannaded da bep lec'h da glask anezhañ. Kavout a rejont anezhañ o kempenn un templ, o klask kuzhat diouzh ar gannaded. A-hervez en dije roet an digouvi d'ar pep brasañ eus ar pennoù bras ha roet o flas d'e studierien, ha dalc'het en dije da reiñ kentelioù dezhe e-giz ma vijent bet e studierien c'hoazh. Patrom:Fact

Palez Moktezuma er C'hodeks Mendoza (1542)

En un istor all, p'en doa kemeret Moctezuma un nebeud tañvouezennoù maiz en ur park, ur peizant, droug ennañ, en doa degaset da soñj dezhañ ne oa ket aotreet d'ober kement-se. Souezhet, Moktezuma a zivizaz reiñ ur renk uheloc'h d'ar macechualli.

Lod eus an istorioù aztek diwar e benn a zeskriv anezhañ evel spontet rak ar Spagnoled nevez zegouezhet, ha darn eus ar mamennoù, evel kodeks Firenze, a zisklêr e krede an Azteked e oa doueed eus ar Spagnoled hag e oa Cortes an doue Quetzalcoatl distroet. Diaes eo prouiñ ez e gwirion ar c'hredennoù-se, hag a-wezhioù e vez sellet oute evel traoù ijinet da-c'houde (Restall 2003).

Ar soñj e veze sellet ouzh Cortes evel un doue a c'hall bezañ heuliet e roudoù adalek kodeks Firenze, skrivet war-dro 50 vloaz goude an aloubadeg, betek hiziv. En deskrivadur a gaver ennañ eus an emgav kentañ etre Moktezuma ha Cortes, e tiskouezer ar rener aztek oc'h ober ur brezegenn e Nahouatleg klasel, ur brezegenn a oa enni, en doare m'eo deskrivet verbatim er c'hodeks (skrivet gant titourerien Tlatelolcat Sahagun n'o doa ket gwelet an emgav-se o-unan moarvat), disklêriadennoù uvel doujañs rak un doue pe unan tost da zoue a seurt gant, "Bet ho peus ar vadelezh da zont war an douar, Bet ho peus ar vadelezh da dostaat d'ho tour, d'ho kêr Mec'hiko, deuet oc'h betek ho pallenn, ho kador-roue, am eus dalc'het e-pad ur par berr evidoc'h, Me hag am eus miret anezhañ en ho anv," ha, "Bet ho peus ar vadelezh da zont, gouzañvet ho peus poan, faezh oc'h bet, deuit bremañ war an Douar, diskuizhit, deuit tre en ho palez, diskuizhit hoc'h izili ; ra zeuio hon aotrouien war an Douar."

N'eo ket sur e komprener en un doare resis ster ar brezegenn-se abalamour d'an anaoudegezh fall hon eus eus doare prezeg an nahouatleg klasel er prezegennoù. Matthew Restall a soñj e c'hallje talvezout ar c'hinnig seven eus e dron da Gortes graet gant Moktezuma (gant m'en dije distaget ar brezegenn zo danevellet) ar c'hontrol rik eus ar pezh a oa bet komprenet : ar sevended er sevenadur aztek a oa un doare da ziskouez e aotrouniezh ha da ziskouez e c'halloud war ar re all.

Ar brezegenn-se en deus skignet ar gredenn e komze Moktezuma ouzh Cortes evel ma vije an doue Quetzalcoatl distroet war an Douar. Tud all o deus skignet ar soñj ivez e krede an amerindianed e oa doueed eus ar Gonkistadored : istorourien an urzh fransiskan dreist-holl, evel ar breur Geronimo Mendieta[5]. Lod eus ar veleien fransiskan o doa kredennoù millennarian[6] ha soñjal e krede an indianed e oa doueed eus an alouberien spanat a glot mat gant ar gredenn-se. Bernardino de Sahagún, a skivas kodeks Firenze, a oa ur beleg fransiskan anezhañ ivez.

seblantoù ha brizhkredennoù Moktezuma danevellet gant ar vojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bernardino de Sahagun (1499-1590) a veneg eizh darvoud, c'hoarvezet kent donedigezh ar Spagnoled, a oa displeget evel arouezioù ur reuz bras da zont, da skouer ur steredenn lostek, un tangwall en un templ, teuz ur vaouez o leñvañ, ha re all. Lod a laka e oa kizidik-kenañ an Azteked ouzh soñjoù a ziskar hag a reuz bras abalamour ma klote ar bloavezh ma tegouezhas ar Spagnoled gant lidoù ur "skoulm bloavezhioù" e diwezh ur c'helc'hiad 52 bloaz eus an deiziadur aztek, a oa stag, e kredennoù an Azteked, ouzh ar c'hemmoù, ouzh adc'hanedigezh ar bed hag ouzh darvoudoù dañjerus.


  1. Andrews, J. Richard [1975] (2003). Introduction to Classical Nahuatl, Revised Edition, Norman : University of Oklahoma Press. 599 p. 
  2. Brinton, Daniel G. (1890). Ancient Nahuatl Poetry. 
  3. Thomas, Hugh (1995). Conquest: Montezuma, Cortés, and the Fall of Old Mexico. 
  4. Restall 2003
  5. Martínez 1980
  6. Phelan 1956
  • Seven Myths of the Spanish Conquest by Matthew Restall, Oxford University Press (2003) ISBN 0-19-516077-0
  • Hassig, Ross, Aztec Warfare: Imperial Expansion and Political Control; Norman: University of Oklahoma Press, 1988.
  • Lockhart, James, ed., tr. We People Here: Nahuatl Accounts of the Conquest of Mexico. University of California Press, 1993
  • John Ledy Phelan, The Millenian Kingdom of the Franciscans in the New World (1956)
  • Jose Luis Martínez, Gerónimo de Mendieta (1980), in Estudios de Cultura Nahuatl vol 14, UNAM, Mexico pp131–197
  • Townsend, Richard F. (2000) The Aztecs (revised edition), Thames and Hudson, New York.
  • Weaver, Muriel Porter (1993). The Aztecs, Maya, and Their Predecessors: Archaeology of Mesoamerica, 3rd ed., San Diego : Academic Press. ISBN 0-01-263999-0. 

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]