Moger an Atlantel

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kartenn Moger an Atlantel, diaz ar Festung Europa
Ar Fjell festning (Kreñvlec'h Fjell) e Norvegia, un tour-kanol adpaket eus an Gneisenau

Moger an Atlantel (alamaneg: Atlantikwall) eo an hollad difennoù prientet gant Alamagn an Trede Reich el lodenn eus Europa dalc'het ganti a-enep un aloubadeg gant ar Gevredidi. Implijet e vez ivez an droienn vilourel Festung Europa evit ober anv eus an difennoù-se. Etre 1942 ha 1944 e oa bet savet difennoù lies gant an Alamanted hag o harperien e arvorioù Europa. Darn eus difennoù Moger an Atlantel a oa e dalc'h al lu alaman, ul lodenn vihan a oa dalc'het gant nerzhioù douar al Luftwaffe. Ar morlu alaman en devoa dalc'het ur rouedad difennoù arvorel, aozet e stumm meur a zonenn difenn.