38 cm SK C/34

Eus Wikipedia
Touribell 38 Sm Vara, Kristiansand, Norvegia

Ar c'hanol morlu 38 sm SK C/34, a oa ur c'hanol alaman savet e fin ar bloavezhioù 1930. Staliet e oa war ar bigi brezel klasad Bismarck ha sañset e oa da vezañ armamant diazez ar c'hlasad bigi brezel O-class, ar c'hlasad bigi brezel Scharnhorst adarmet. C'hwech kanol doubl a oa bet gwerzhet d'an URSS ha bez e oant da vezañ implijet war ar c'hlasad bigi brezel Kronshtadt. Biken ne voent kaset d'an URSS. Implijet e oant bet evel difennerezh Moger an Atlantel ur wech ma voe kollet ar galloud war vor gant an Trede Reich. E Danmark, Norvegia ha Bro-C'hall e oant bet staliet. Unan eus ar pezhioù kanol a c'haller gwelet hiziv-an-deiz c'hoazh e Mirdi kanolioù Kristiansand nepell diouzh Kristiansand.

Berrdresoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]