SS Freies Indien Legion
SS Freies Indien Legion | |
---|---|
![]() | |
Baniell al lejion Freies indien hag hini an Azad Hind | |
Padelezh | 1942 Mae 1945 |
Bro | ![]() |
Sujidigezh | ![]() |
Skourr | ![]()
|
Anvioù all | "Tiger Legion" "Azad Hind Fauj" Infanterie-Regiment 950 (indisches) Indische Freiwilligen Legion der Waffen-SS |
Izili | 2600 d'an uhelañ |
Doare | Troadegiezh |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Pennoù | Subhas Chandra Bose Krouer |
kemmañ ![]() |
An SS Freies Indien Legion pe lejion emouestlidi India er Waffen-SS (alamaneg: Indische Freiwilligen Legion der Waffen-SS) a oa un unvez savet e-pad an Eil Brezel-bed gant an Trede Reich enni emouestlidi a orin India nemetken, anezho prizonidi vrezel eus an Trede Reich.
Pal an unvez-se a oa da vezañ implijet evit broudañ dieubidigezh India a-enep impalaeriezh bro Saoz ha da ledanaat tachenn emgann an Eil Brezel-bed war zu India.
Enaouer an unvez a oa ar broadelour indian Subhas Chandra Bose hag a felle dezhañ dre mod pe vod dieubiñ e vro.
Istor an SS Freies Indien Legion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouidigezh an unvez a zo bet ur c'hemmesk etre selloù ar vroadelourien indian en o penn Subhas Chandra Bose ha pennoù ren an Trede Reich. Evit ar re gentañ e oa ar pal dieubiñ Indi ha stourm a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Evit an Alamaned e oa da gaout ul lu ramzel o tont eus ar vro-se hag enep Saoz met ouzhpenn da blantañ reuz en trevadennoù Saoz ha d'ar wellañ kaout un talbenn ouzhpenn en Eil Brezel-bed.
An taol a oa souezhus met sirius a-walc'h evit ma vefe ankeniet ar Rouantelezh-Unanet.
Ar pal pennañ a oa bet roet d'an unvez a oa da vont da vezañ ul lu ramzel. Al lu evit dieubidigezh India a vefe bet o stourm skoz-ha-skoaz gant lu an Trede Reich evit dieubiñ India ha krouiñ ur vro a-du da genderc'hel ar brezel gant an Alamaned. An oberiadur-brezel Bajadere a vezo an hini nemeti a vefe tost eus ar pal gwirion en istor an unvez-se. Ur 100 bennak a soudarded a zo bet harzlammet e reter Iran a-benn seveniñ gwalldaolioù ha plantañ reuz bras eno. Kaset e vezo da benn an oberiadur ha sevenet e vezo reuz met da geñver ar pal pennañ hag an Eil Brezel-bed e vezo dister an efedoù.
Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rommel o welladenniñ emezili indianed al lu alaman
Ar re Freies Indien e Bourdel miz Meurzh 1944
Rommel o taremprediñ gant soudarded an unvez
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Indische Freiwilligen Legion der Waffen SS. La Legione SS Indiana di Subhas Chandra Bose, gant Massimiliano Afiero, Embannadur Marvia (112 pajenn), dastumadenn 1939-1945, 2007 (ISBN 8889089164)
- For Free India: Indian Soldiers in Germany and Italy During the Second World War, gant Martin Bamber, Embannadur Oskam-Neeven Publishers, 2010 (ISBN 9460190162)
- Sign of the Tiger: Subhas Chandra Bose and his Indian Legion in Germany, 1941-45, gant Rudolf Hartog, Embannadur Rupa & Co, 31 a viz Kerzu 2002 (ISBN 8171675476)
- The East Came West: Muslim, Hindu & Buddhist Volunteers in the German Armed Forces, 1941-1945, gant Antonio J. Munoz, Embannadur Axis Europa Books (330 pajenn), 30 a viz Genver 2002 (ISBN 1891227394)
- Wehrmacht and SS: Caucasian, Muslim, Asian Troops, gant J. Borsarello, Embannadur Heimdal; Bilingual edition (176 pajenn), 20 a viz Eost 2007 (ISBN 2840482193)