Festung Europa

Eus Wikipedia
Kartenn Moger an Atlantel, diaz ar Festung Europa
Ar Fjell festning (Kreñvlec'h Fjell) e Norvegia, un tour-kanol adpaket eus an Gneisenau

Festung Europa pe Fortress Europe (Kreñvlec'h Europa) a oa un droienn propaganda implijet gant ar Gevredidi hag an Trede Reich evit ober anv eus douar-bras Europa pa oa e dalc'h Alamagn an nazied, enebet ouzh douaroù ar Rouantelezh-Unanet en tu all da Vor Breizh e-pad an Eil Brezel-bed.

Difennoù Europa 1940-1944[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit Breizhveuriz, Fortress Europe a oa bet da gentañ un enor milourel roet da skouadrennoù eus ar Royal Air Force ha d'ar Gevredidi e-pad ar brezel. Implijet e oa ivez evit termeniñ douar-bras Europa a oa da vezañ bombezet.

E tu an Alamaned, Festung Europa a veze implijet evel termen propaganda. Un doare e oa da envel steuñv an difennoù savet gant Adolf Hitler hag ar Wehrmacht en Europa dalc'het evit talañ ouzh dilestradeg ar Gevredidi. E-touez an difennoù-se e oa savadur Moger an Atlantel, adaozadur al Luftwaffe hag ar C'hriegsmarine. Dre ma voe implijet muioc'h-mui gant an Alamaned e teuas an droienn da vezañ implijet gant ar gazetennerien hag an istorourien saoznek evit deskrivañ an holl strivoù difennerezh a oa graet gant an Ahel evit difenn douar-bras Europa.