Essaouira
Neuz
(Adkaset eus Mogador)
Essaouira (tamazigteg : ⵎⵓⴳⴰⴹⵓⵔ ; arabeg : الصويرة Es-Saouira) zo ur gêr eus Maroko war ribl ar Meurvor Atlantel. Poblet eo gant war-dro 80 000 a dud. Mogador oa bet anvet gant ar Bortugaliz gwechall. Hiziv e vez lesanvet "ar Sant-Maloù marokat" ha "kêr an avelioù" a-wechoù. Lakaet eo bet karter ar medina war roll Glad bedel an UNESCO e 2001.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Essaouira gant :
- Ar Roc'hell (Bro-C'hall) abaoe 1999
- Etterbeek (Belgia) abaoe 2003